Telamon

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
añforenn savet gant liver Prometeus ; tu A : Amazonomakiezh - Herakles en em gann gant Andromac'he, Telamon gant Ainipe hag Ifis gant Panariste ; orin dianav ; war-dro 550 kent J.K. ; Mirdi broadel arkeologiezh Aten (27524)

Telamon (Τελαμών / Telamốn e gregach), a oa mab da Aiakos hag Endeis, ha breur da Beleüs. Roue enez Salamis e oa, ha tad da Ajaks ha Teukros.

Ar vojenn[kemmañ]

Harluet e oa bet Telamon hag e vreur Peleüs gant o zad Aiakos peogwir o doa lazhet o hanter-vreur Fokos. Bod a gavas e Salamina, hag eno e timezas gant Glaoke, merc'h ar roue [Kc'hreüs]], ha roue e voe war-lerc'h e dad-kaer. Goude marv e wreg kentañ Glaoke, e timezas gant Periboea , hag ur mab o doe, Ajaks e anv. Hetiñ dezhañ ur mab klodus a eure Herakles: un erer a-berzh Zeus a ziskouezas e teuje an het da wir.

Mont a reas Telamon gant Jason hag an Argonaoted da gerc'hat ar maoutken aour, ha perzh a gemeras en hemolc'hadenn hoc'h-gouez Kalidon. Skoazell a roas da Herakles ivez pa gasas an dorzh d'ar gêr da Laomedon, roue Troja. Evit trugarekaat Telamon e voe roet dezhañ gant Herakles Hesione, merc'h Laomedon end-eeun. Ur mab a voe ganet, Teukros e voe lakaet.

Meur a vojenn zo diwar-benn marv Telamon. Marvet e oa, a lavar lod, e Salamina, goude bezañ harluet Teukros ha n'en doa ket kavet an tu da virout ouzh marv e vreur Ajaks.