Hoc'h-gouez Kalydon

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Hoc'h-gouez Kalidon)
Chaseal hoc'h-gouez Kalydon, kib lakonian gant dremmoù du, war-dro 555 kent JK, mirdi al Louvre.

Hoc'h-gouez Kalydon zo ul loen eus mojennoù Hellaz kozh a veze oc'h ober freuz ha reuz war-dro Kalydon, en Aitolia.

Ganet e vije bet eus gwiz Krommyon hervez Strabon. Kaset e oa bet gant an doueez Artemis da gastizañ Oineüs, roue Kalydon abalamour m'en devoa ankouaet ober ur prof d'an doueez evel d'an doueed all da-geñver gouel an Thalysia. Hervez Homeros ne oa nemet « un hoc'h-gouez digenvez, gwenn e zent », hogen da Ovidius e oa « ur pikol hoc'h-gouez ken bras ma ne oa tarv ebet kement hag eñ en Epeiros c'heotek (...) », hag e « reun a oa reut evel goafoù-bann en-dro d'e c'houzoug ; leuskel a rae toc'hadennoù raouliet, un eonenn verv a vere war e chouk ledan ; e zent a oa keit ha re un olifant ; kurunoù a deue e-maez e veg ; gant e alan e c'hwezhe an tan e bodoù ar gwez. »

Hag ar roue Oineüs da gas e vab Meleagros da duta, evit aozañ ar chase. Dibab a reas Atalante, ur plac'h kaer hag ur chaseourez a zoare. Hag int da chaseal al loen. Atalante a roas an taol kentañ, met Meleagros a lazhas anezhañ. Peogwir e voe komzet vil outi gant an daou chaseour all, Eurypylos hag Ifikles, e voent lazhet ivez gant danvez he gwaz. Ha peogwir e oa droug e Tokseüs ha Pleksippos, e eontred, o welout ar priz roet d'ar gwellañ chaseour o vont gant ur vaouez, e lazhas anezho ivez.

Chaseadeg hoc'h-gouez Kalydon, gant Rubens