Endeis
Eus Wikipedia
Ar skoer-disk, delwenn e Copenhagen.
Endeis a oa gwreg ar roue Aiakos ha mamm Telamon ha Peleüs.
Taolenn |
[kemmañ] He zad
Merc'h e oa d'an den-marc'h C'heiron hag an nimfenn C'hariklo hervez ar vojenn. Hervez ur doare all e oa merc'h da Skiron, roue Megara. Neuze eo pe C'hariklo pe ur verc'h da b-Pandion eus Aten an hini e oa he mamm.
[kemmañ] Mojenn
Kasoni ruz a vage Endeis ouzh he lezvab Fokos, a oa mab da Aiakos ha d'an Nereidenn Psamathe. Kasoni outañ o devoa ivez he daou vab Telamon ha Peleüs peogwir e oa kreñvoc'h er sportoù. Plouz berr a voe tennet gante da c'houzout piv anezho ac'h aje da lazhañ o lezvreur.
Lazhet e voe Fokos gant unan eus he daou vab, ha kuzhet ar c'horf gante o-daou. Pa voe klevet ar c'heloù gant ar roue e voe harluet an daou vreur. [1]
[kemmañ] Dihelloù
- Apollodoros, Biblioteka, (III, 12, 6).
- Patrom:HygFab (XIV).
- Ploutarc'hos , Buhezioù (Thésée, X).
[kemmañ] Lennadurezh
- M. Grant & J. Hazel, Who's Who in Classical Mythology, David McKay & Co. Inc, 1979