Aiakos
Eus Wikipedia
Aiakos ( Αἴακος / Aiakos e gregach) , pe Eakos, a oa mab da Zeus ha d'an nimfenn Aigina e mojennoù Hellaz kozh.
Taolenn |
Mojenn [kemmañ]
Ganedigezh [kemmañ]
Kemeret gant Zeus tres un erer e kasas e zousig Egina da enez Œnone, anvet Egina abaoe. Eno e voe dilezet ganti he mab Aiakos kenkent ha gwilioudet.
Roue ar Virmidoned [kemmañ]
Pa voe deuet bras ar paotr e kavas hir e amzer e-unan war e enez didud, ma c'houlennas digant e dad tudañ anezhi. ha Zeus da dreiñ e tud ar merien a veve ouzh kef un dervenn sakr. Evel-se e voe krouet pobl ar Virmidoned (diwar myrmex, « merienenn » en gregach), hag Aiakos o roue.
Gwragez ha mibien [kemmañ]
Dimeziñ a eure da Endeis ha daou vab o doe: Peleüs, a vo tad Akilles, ha Telamon, a vo tad Aias Telamonios.
Gant an nereidenn Psamatea e engehentas Focos .
Eus e ziskennidi e vez graet an Aiakided.
Liamm diavaez [kemmañ]
- Greek Mythology Link: Aiakos