Aias Telamonios
Eus Wikipedia
Lekitos attek, douar gwenn, a ziskouez marteze an emgann etre Aias hag Odiseüs evit armoù Akilles, Eretria, war-dro 500 kent J.-K., Mirdi al Louvre
Aias Telamonios (Αἴας Τελαμώνιος, Aías Telamốnios e gregach), pe Ajaks, a oa mab Telamon, roue Salamis ha pried Periboea, hervez mojennoù Hellaz kozh. Un haroz a-bouez e oa e brezel Troia, hervez Iliada Homeros. Aias Vras a vez graet anezhañ ivez, dre ma oa brasoc'h eget an haroz all Aias Oileos, a veze graet Aias Vihan anezhañ.
Tiegezh [kemmañ]
Kenderv e oa da Akilles, brudetañ brezelour hellazat zo bet, ha koshañ hantervreur Teuker. Kalz a dud vrudet en Aten a lavare diskenn anezhañ, evel Kimon, Miltiades, Alkibiades, pe an istorour Thucydides.
Aias vras [kemmañ]
Hervez an Iliada e oa ur mell den, brasañ ha kreñvañ brezelour a oa e-touez an Ac'heaned, met an eil war-lerc'h e genderv Akilles evit c'hoari gant armoù,