Forkys

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Forkys pe Forkos (henc'hresianeg: Φόρκυς Phórcus, Φόρκυν Phórcun pe Φόρκος Phórcos) a oa unan eus doueed ar mor.

Mab e oa da Bontos (an dour-mor) ha Gaia (an Douar). Hervez Platon avat e oa mab da Ouranos ha Gaia.

Dimezet eo da Geto, hag ur ribitailh bugale zo deuet dezhe hag e vez graet ar Forkided anezho. En o zouez:

Hervez Hesiodos e ranker ivez menegiñ Ec'hidna ha Ladon evel o bugale yaouankañ (Teogonia, 270).


Meneget zo ur « morlenn Forkys » (Φόρκυνος λιμήν Phórcunos limến) en Enez-Itaka, en Odisseia. Hiziv e vefe anvet Morlenn Porzh-Vathy. Eno e tilestr Odisseüs en enezenn.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all