Itaka

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pelec'h emañ Itaka.

Itaka (e gregach: Φεάκη pe Ἰθάκη, Ithákê; e gresianeg a-vremañ: Ιθάκη, Itháki distaget /i"tak:\a/[1]), zo un enezenn eus ar Mor Ionian, er c'huzh-heol da Hellaz an douar-bras, hag er gevred da Gefalonia. Bez' ez eo unan eus an Inizi Ionian ha tost da 5 000 a dud zo o chom enni evit ur gorread a 96 km². Vathy eo he c'hêr-benn.

Mojennoù[kemmañ]

Hervez Odusseia Homeros e oa Ulises, roue Itaka, o klask distreiñ d'e rouantelezh pa oa echu brezel Troja, met chom a reas da gantren er Mor Kreizdouarel, pan edo e wreg Penelope ouzh e c'hortoz er gêr hag o klask dizarbenn he danvez-priedoù.

Al lec'h mojennel a oa Ulises e roue zo disheñvel diouzh an enezenn anvet Itaka hervez ar glaskerien a-vremañ [2].

Istor[kemmañ]

Gwel eus Itaka gant Vathy, ar gêr-benn.
  • War-dro 2000 bloaz a-raok JK ez eus bet kavet roud eus annezidi en enezenn. Tost da gêriadenn Pelikaté ez eus bet dizoloet un toullad mat a vezioù eus mare an Helladik krenn hag eus ar Mykenian , ha mogerioù kiklopeat. E lec'hioù all ez eus bet diguzhet podoù pri eus ar mare geometrek (trebezioù).

Pennadoù kar[kemmañ]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ]

  1. Simboloù SAMPA brezhoneg
  2. en:Odysseus_Unbound