Kimera

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kimera war ul lestr dremmoù ruz apulian, v.  war-dro 350 -340 kent JK, mirdi al Louvre

Kimera pe C'himera zo un euzhvil e mojennoù Hellaz kozh. Peurvuiañ e vez kontet da gaout penn ul leon, korf ur c'havr (a-wechoù penn ur c'havr ouzhpenn) ha lost un aerouant.

Lazhet e voe gant Bellerofon.

Ar vojenn[kemmañ]

Merc'h e oa da Tifon ha da Ec'hidna. Freuz a reuz a rae e Likia, en Azia Vihan, pa voe roet urzh da Vellerofon , gant ar roue Iobates, d'he lazhañ. Dont a-benn a reas an haroz gant e varc'h askellek Pegasos.


Gerdarzh[kemmañ]

Dont a ra hec'h anv eus ar ger gregach Χίμαιρα/Khímaira, an anv a veze graet eus ur c'havr yaouank he devezet tremenet ur goañvezh (χεῖμα / kheîma). Tremenet eo ar ger e latin, Chĭmæra, hag adkavet e vez en holl yezhoù latin hag en un toullad re all c'hoazh.

Notennoù[kemmañ]


Pennadoù kar[kemmañ]

Lennadurezh[kemmañ]

  • Károly Kerényi, The Heroes of the Greeks, 1959, Londres et New York: Thames and Hudson
  • Harry Thurston Peck, Harpers Dictionary of Classical Antiquities : Chimaera, 1898 ((en)
  • Lec'hienn Perseus)

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.