Evemeros

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Evemeros (en henc'hresianeg Εὐήμερος, Euhếmeros), ganet war-dro 316 kent J.-K., a oa ur mitografour gresian eus lez Kassandros, roue Makedonia. Skrivet en deus ur romant beaj boemus, ar Sritur sakr. N'ouzer ket d'ar just e pelec'h e oa ganet. Messina e Sikilia pe Messenia e Peloponnesos en an daou lec'h ar muiañ gwirheñvel, met lod all a soñj dezhe e oa eus C'hios pe Tegea.

En e romant e kinnig e zamkaniezh, an evemeregezh. Troet e oa bet e oberenn e latin gant Ennius. Lavaret a ra en e romant e oa an doueed c'hresian harozet pe tud veur doueelaet goude o marv. Danevell a ra ur veaj en dije graet en un enezenn anvet Panc'he m'en dije gellet sellet ouzh ur golonenn aour ma oa danevellet oberoù, met ivez marv tud zo er memes anv ha doueed Henc'hres. Zeus a vefe bet ur roue madelezhus ha fur, Afrodite ur serc'he eus roue Kiprenez avije bet douelaet gantañ hag Atena ur rouanez douget da vrezeliñ. Sextus Empiricus, pa zanevell komzoù Evemeros, a ro ur gwel un tamm disheñvel war mennozhioù Evemeros. Doueelezh an doueed-se, hervezañ, ne zeue ket eus enorioù an divarvelezh roet dezhe gant tud all, mes eus un titl o dije roet dezhe o-unan. Skrivañ a ra Sextus Empiricus en Enep kelennadurezh ar skiantoù :

« Evemeros, lesanvet dizoue, a lavar ar pezh zo da-heul : pa ne oa ket c'hoazh sevenaet an dud, ar re a oa trec'h war ar re all war dachenn an nerzh pe ar spered, da rediañ an holl d'ober ar pezh a felle dezhe, evit ma toujfe hag a estlammfe muioc'h an dud oute, a embannas o doa ur galloud dreist da hini an dud ha memes ur ur galloud doueel, ar pezh a lakaas ar muiañ niver da sellet oute evel doueoù. »

Diwezhatoc'h e oa adkemeret e damkaniezh gant skrivagnerien gristen da stourm ouzh ar relijion roman.

Levrlennadur[kemmañ]

  • Évhémérisme, lexique d'histoire et de civilisation romaines, Jean Luc Lamboley (ISBN 2729855475).

Liammoù diavaez[kemmañ]