Sfins (Hellaz)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Delwenn ur Sfins
e La Granja de San Ildefonso (Spagn).

Ar Sfins pe Sfinge (anv benel) a oa ur boud hanter gwreg hanter loen hag a rae freuz ha reuz war-dro kêr Debai, en Hellaz kozh. Oidipous a voe trec'h dezhi pa ziskoulmas unan eus he divinadelloù.

Hervez ar vojenn e oa merc'h da Ec'hidna ha Tifoaon.

Dont a ra an anv eus ar ger gregach Σφίγξ / Sphígx/ Sfiks, met teñval eo ar ster. Hesiodos a rae gant Φίξ / Phíx /Fiks, marteze ar stumm koshañ.


Delwennoù[kemmañ]

En delwennoù e vez alies gant bruched ur vaouez ha korf un evn. Lod delwennoù zo stummet evel leoned.