Leon (loen)

Eus Wikipedia
Leon

Panthera Leo


Chalus (VU)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Felidae
Genad : Panthera
Anv skiantel
Panthera Leo
(Linnaeus, 1758)
spesadoù all :

Panthera leo : leo

Panthera gombaszoegensis : jaguar europat

Panthera onca : jaguar

Panthera palaeosinensis

Panthera tigris : tigr

Panthera toscana : panterenn toskana

Panthera youngi

D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.
Evit sterioù all, sellit ouzh Leon.

Ur bronneg kigdebrer eo al leon, Panthera leo eus e anv skiantel. Ar c'hazh brasañ goude an tigr eo. Pouezañ a ra ar par etre 150 ha 225 kg. Ar parezed a zo un tamm bihanoc'h gant 120 - 150 kg. 10 - 14 vloaz a c'hell bevañ al leon, ha betek 20 vloaz er mirvaoù. P'eo unan eus ar brasañ loened war zouar (nemet an olifant hag ar frikorneg) hag ur seurt emzalc'h roueel dezhañ e vez lesanvet al leon, roue al loened.

Poblañs hag annez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tiriad al leon en Afrika

Loened ar savanenn eo al leoned hiziv pa gavont aes en em goachañ er geot hir kent mont da chaseal ar geotdebrerien bras (antilopenned, gnoued, roudenneged...).

Gwechall e kaved leoned en darn vrasañ eus Eurazia, eus Portugal da Indez hag en Afrika a-bezh. War-dro deroù ar marevezh kristen e oa aet da get en Europa ar C'hornôg, hag en Europa a-bezh adalek an eil kantved. Etre an XIXvet kantved ha deroù an XXvet kantved ez eas da get en Afrika an Hanternoz ivez. An darn vrasañ eus ar boblañs a vev en Afrika ar Reter hag ar Su bremañ ha war zigresk emañ o niver. Istimañ a reer ez eus etre 16 000 ha 30 000 leon tra ma oant 100 000 e 1990.

Leon Azia a veve gwechall eus Turkia betek Indez, met hogozik aet da get eo. Ne gaver anezhañ nemet e Koad Gir (Gwalarn India) hiziv ma treuzvev 300 anezho war 1 412 km².

Rummouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Isspesadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Panthera leo azandica
  • Panthera leo bleyenberghi
  • Panthera leo europaea - leon european, aet da get war-dro ar bloaz 100 goude JK abalamour d'an hemolc'h.
  • Panthera leo goojratensis - leon Indez.
  • Panthera leo hollisteri - leon Kongo.
  • Panthera leo krugeri
  • Panthera leo leo (P.l.berberisca) - leon Barbaria, aet da get eo en natur ha, moarvat, er mirvaoù.
  • Panthera leo melanochaita - leon ar C'hab ; aet da get e 1860.
  • Panthera leo massaicus
  • Panthera leo maculatus - aet da get.
  • Panthera leo nubica
  • Panthera leo persica - leon Azia, treuzvevañ a ra e koad Gir.
  • Panthera leo roosevelti
  • Panthera leo somaliensis
  • Panthera leo senegalensis
  • Panthera leo verneyi
Leonez Azia (Panthera leo persica)

Ouzhpenn an isspesadoù-se ez eus un nebeud isspesadoù ragistorel.

  • Panthera leo atrox - Leon amerikan.
  • Panthera leo fossilis - leon european, 500 000 bloaz zo.
  • Panthera leo sinhaleyus - leon Sri Lanka.
  • Panthera leo spelaea - Leon european.
  • Panthera leo toscana - Leon Toskana, 1,6 milion a vloavezhioù zo.
  • Panthera leo vereshchagini - Leon Siberia.
  • Panthera leo youngi - Leon Sina, 350 000 bloaz zo.

Moue[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne oa moue ebet gant al leoned kentañ, hag un isspesad divoue a dreuzvevas en Europa (ha marteze Amerika) betek 10.000 bloaz 'zo. Etre 320.000 ha 190.000 bloaz 'zo e tinodas ar moue. Ar spesadoù moueek a dapas ar c'hreñv war ar spesadoù all buan a-walc'h. N'en deus ar moue talvoudegezh ebet ken avat, nemet da zesachañ ar parezed, ha kudennoù a c'hell sevel ma'z eo re vras. Diaes e laka reoliatadur gwrezder ar c'horf.

Diforc'hiñ a rae ar skiantourien isspesadoù, evel leon ar C'hap pe leon Barbari, diouzh ment o moue gwechall. Gouzout a reer e c'hell hemañ bezañ levezonet gant an endro. E zooioù broioù an Hanternoz e vez stankoc'h ar moueoù abalamour d'ar yenijenn.

Emzalc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur bagad leoned.

Al leoned a vev e bagadoù a ya un nebeud parezed, o leonigoù hag ur par pe meur a hini (breudeur, ar peurliesañ) d'ober anezho. Krediñ a raed gwechall ne oa nemet ar parezed a-gement a chasee, gouzout a reer bremañ e kemer perzh ar pared er chase ivez.

Holl izili ar bagad a zifenn o ziriad ouzh an nostanted. Ar pared ne c'houzañvont ket ar pared all hag ar parezed a gas kuit an holl barezed n'int ket ezelezed eus ar bagad.

N'eo ket ral d'ar pared en em gannañ evit dont da vezañ mestr war ur bagad. Pa erru ur par nevez e penn ur bagad e lazh an holl gelin evit lakaat ar parezed da zegemerus ha frouezhus adarre.

Tagadennoù ouzh mab-den[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tra ma c'hell ul leon, naon gantañ, tagañ un den o tremen en e gichen, eo ral seurt degouezh. Bez' ez eus un nebeud leoned a seblant bezañ plijet gant kig mab-den. Ar re vrudetañ a voe an debrer den eus Tsavo hag an debrer den eus Mfuwe.

Hironed gant kizhier meur arall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gouennañ a c'hell al leoned gant tigred ha panterennoù. An hironed a oa boutin gwechall e zooioù hag o c'havout a c'heller c'hoazh e-barzh un nebeud zooioù prevez e Sina.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]