Isspesad
E bevoniezh ez eo un isspesad ul live taksonomek etre ar spesad hag ar seurtad (pe ar ouenn).
Termenadur [kemmañ]
E-barzh ur spesad bennak ez eo un isspesad un hollad hiniennoù distag diouzh ar peurrest ag ar speasd (evit abegoù douaroniel, ekologel, korfadurel) hag a emdro e maez red genetek ar spesad dave.
A-benn ur pennad mat a amzer e tispak an hollad hiniennoù-se dezverkoù spesadel (pe isspesadel) hag en diforc'h diouzh ar spesad dave. Gellout a ra an dezverkoù-se bout nevez, da heul un dargenad hilel da skwer. Hogen, an diforc'hioù-se a c'hell genel diwar stabiladur un dezverk argemmus er spesad dave.
Gellout a ra daou isspesad disheñvel gouennañ etreze dre mar n'eo ket kreñv a-walc'h c'hoazh an diforc'hioù etreze (en enep da zaou spesad ha ne c'hellont ket en ober).