Lenn Triton

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur pennad Triton zo ivez.

Al Lenn Triton, pe Tritonis, lacus Tritonis e latin, a oa ul lenn en Afrika en Henamzer, hervez skridoù Herodotos ha Diodoros Sikilia. Lakaet e oa ganto en Henlibia, hag a glot a-walc'h, a greder, gant ar Chott el-Jerid e kreisteiz Tunizia a hiziv. Hervez Herodotos e tgouezhe eno doureier ar stêr Triton.
Meneget eo a lenn ivez gant Argonautika ar barzh Apollonios Rodos.

Hervez mojennoù zo eo war lez al lenn-hont e vije ganet an doueez Atena, sede perak e vez graet Tritonis pe Tritogenia anezhi a-wechoù.