Nereidezed

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
An Nereidezed , livet gant Gaston Bussière.
Mougev ar Gorventenn , livet gant Edward John Poynter.


An Nereidezed a zo doueezed, niverus hag a eil renk, a vev er mor. Merc'hed int d'an doue Nereus ha d'an doueez Doris.


Taolenn

[kemmañ] Gerdarzh

E gregach Νηρείδες, Nêreídes, pe Νηρηίδες, Nêrêídes. En unander Νηρείς, Nêreís, pe Νηρηίς, Nêrêís, eus ar verb νέειν, néein, « neuial »)

[kemmañ] O doare

Un hanter-kant zo anezho, ha bez e vezont da-heul Poseidon dalc'hmat. Diskouezet e vezont evel merc'hed yaouank kenedus, perlez ganto en o blev. Douget e vezont war delfined pe kezeg-mor, ur forc'h tridant en o dorn, pa ne vez ket ur gouralenn pe ur gurunenn. A-wechoù e vezont diskouezet gant lostoù-pesked.

[kemmañ] Hiniennoù

Brudet ez eus div pe deir dreist ar re all, evel Amfitrit, gwreg Poseidon, pe Tetis, mamm Akilles, pe Galatea.

[kemmañ] Liammoù diavaez

Commons

Muioc'h a zafar war an danvez-mañ a vo kavet e-barzh ar Wiki Commons