Danaos
Danaos (Δαναός / Danaos e gregach) a oa mab da Velos hag Anc'hinoe, ha hanter-kofad Egiptos. War e vojenn eo diazezet deroù mojenn Argos, ur gêr vikenat.
Roue Libia e oa. Pa varvas e dad digantañ, e voe aloubet Egipt gant e vreur Egiptos, a oa roue Arabia. Hanter-kant mab en doa Egiptos, hanter-kant merc'h en doa Danaos, bet digant e wreg Pieria. Setu Egiptos ha kinnig o dimeziñ. Met tec'hel a reas Danaos gant aon rak e nized.
Skoazellet e voe gant an doueez Atena da sevel ar c'hentañ lestr biskoazh, ha mont a reas betek Argos, kêr Io, e vamm-gozh hag he devoa ranket tec'hel gwechall da Egipt.
Da neuze e oa ar roue Gelanor (an hini a c'hoarzh), anvet ivez Pelasgos e skridoù zo a oa o ren en Argos. Gwarez a c'houlennas an Danaidezed digant ar roue kenkent ha degouezhet, ha roet e voe dezho war-lerc'h ur vouezhiadeg.
Gant Paosanias ez eus kaoz a gement-se (Description de la Grèce, II, 19).
[kemmañ] Ouzhpenn
- Brudet eo ivez e verc'hed, an Danaidezed ha mojenn an donell, a rankent leuniañ.
- Donedigezh an Danaidezed da Argos zo kontet e pezh AeschylusT he Suppliants