Belos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Belos (Βήλος e gregach) a oa mab d'an doue Poseidon ha d'ar briñsez Libia. Daou vreur en doa: Agenor ha Leleks. Roue Egipt e oa, ha dimeziñ a reas da Ac'hiroe, pe da Side, hag a roas hec'h anv da gêr Sidon.

Bugale[kemmañ]

Daou vab o doe: Aegyptos ha Danaos.

Hervez Euripides en doe daou vugel all: Kepheüs ha Phineüs.

Hervez skridoù all e oa tad da Lamia.