Eurystheüs

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Herakles o tegas hoc’h-gouez Erimant da Eurystheüs, kiliks dremmoù ruz a Oltos, v. 510 kent JK , mirdi al Louvre.

Eurystheüs pe Euristeüs (Εὐρυσθεύς Eurystheús e gregach), a oa mab da Stenelos ha da Nikippe (pe Menippe), ha roue Argolis, ar vro a oa enni an div gêr-mañ, Mikenai ha Tirint.

Kenderv e oa da Herakles, a oa bet kondaonet da vezañ sklav dindanañ.

Penaos e oa ganet[kemmañ]

Brazez e oa Alkmena diwar Herakles, hep gouzout avat e oa Zeus, mestr an doueed, an hini a oa gwir dad he bugel, illurañ haroz a voe biskoazh.

Hera, pried Zeus, ur c'horfad gwarizi en enni peogwir ne oa ket hi a oa bet dibabet da vezañ mamm an haroz meur-se, ha peogwir e oa bet he fried doueel o c'hoari ur wreg all, a reas he soñj mirout outañ da vezañ roue Argolis war-lerc'h e dad. Zeus a oa bet genaouek a-walc'h da gemenn e oa an haroz war-nes bout ganet, pa zisplegas dirak an doueed all: « Feteiz e vo ganet un haroz eus ur vaouez a zo a wad gant Zeus end-eeun, ha roue e vo war an holl re a zo o chom en-dro dezhañ ».

Dres d'ar poent-se e oa gwreg Stenelos o tougen ivez abaoe seizh miz. Ret eo kompren neuze e oa ar Stenelos-se o tont eus ul lignez diwar Perseüs, hag e vab-eñ ivez a oa ken barrek ha Herakles da seveniñ an diougan. Gwellañ pezh zo, Amfitrion, pried Alkmena, en doa lazhet roue Mikenai, Elektrion, a oa breur da Stenelos, ha ne oa ket chomet Elektrion da zaousoñjal na da c'hortoz ken e vije pedet, lammet e oa kerkent war ar gador-roue.

Karget e voe neuze Ilitia, doueez ar gwilioud, da hastañ buan reiñ buhez da Eurystheüs ha da ziwezhataat he gwentloù da Alkmena. Met ur vatezh, Galanthis, a lakaas an doueez, dre widre, da zilezel he mennad. Tremen a reas an amzer, ha re ziwezhat e voe da Herakles klask seveniñ diougan e dad Zeus.

Ha setu penaos e voe Eurystheüs an hini a voe roue Argolis ha n'eo ket Herakles.

Herakles[kemmañ]

Torfed an haroz[kemmañ]

E genderv Herakles a oa peget ur barrad konnar ennañ ken en devoa lazhet e wreg Megara hag o bugale. Evit bezañ gwalc'het eus an torfed-se e oa aet da gêr Delfi, da welout ar Pitia, ar velegez a veze o lavarout orakloù an doue, da c'houzout penaos reiñ an dic'haou eus e dorfed. Hag ar velegez da lavarout dezhañ labourat evit Euristeüs, e enebour a-gozh, ha d'ober ar pezh a c'hourc'hemennje, da lavarout eo dek trevell da gentañ.

Daouzek trevell Herakles[kemmañ]

Herakles o tegas gouriz rouanez an Amazonezed da Eurystheüs, gant Daniel Sarrabat (1666–1748).

Droug ouzh e genderv Herakles en devoa Euristeüs, gwarizi ouzh e nerzh. Neuze e roas dezhañ dek trevell d'ober, traoù diaes-bras, ha n'halle nemet mab Zeus ober.

Da gentañ ne oa nemet dek trevell da gas da benn, met Euristeüs a lavaras ne gonte ket lazhañ naer-zour Lern penegwir e oa bet sikouret gant Iolaos. Goude-se, war-lerc'h tro marchosioù Augias e lavaras heñvel, war-zigarez m'en devoa Herakles goulennet arc'hant digant ar roue. Setu penrak e rankas ober daouzek trevell a-benn ar fin.

Un den spontik eo Euristeüs : pa deu Herakles d'e gaout gant kroc'hen leon Nemea ez a da guzhat en ur jarl arem.


Goude marv Herakles[kemmañ]

Klask a reas Euristeüs distruj bugale niverus Herakles, an Heraklided ( Heracleidae), ha Hyllus en o fenn. Keiks, roue Trac'his, ne fellas ket dezhañ o degemer rak aon rak Euristeüs, prest d'ober brezel dezhañ ma raje displijadur d'e amezeg. Tec'hel a rejont da Aten neuze. Degemeret e voent gant Demofon, staliet gantañ e kêr Maraton.

Hag Euristeüs da glask arsailhat kêr Aten, ma voe faezhet. Meur a zoare zo da fin Euristeüs, ha da betra a c'hoarvezas d'e gorf.

  • Skampañ kuit a reas eus Attika, ha [[ Hillos], mab da Herakles, a lazhas e heskinerien er Roches Scironniennes, e strizh-douar Korint.
  • Hervez un doare all e voe tapet, ha lakaet d'ar marv war urzh Alkmena, en desped da enebiezh pobl Aten. Dre ma o devoa klasket e saveteiñ e prometas Euristeüs e vije gwarezet o bro diouzh an alouberien gant e gorf; neuze e voe beziet en harzoù.

Goude e varv[kemmañ]

Goude e varv en em zrailhas an daou vreur Atreüs ha Tiestes, a oa chomet er gêr, da c'houzout piv a renje. Harluet e voe Tiestes gant Atreüs.

It is also widely believed that after his death, Eurystheus's head shrivelled to resemble that of a duckling.