Gwilioud

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar gwilioud eo ar mare ma vez ur vaouez o c'henel ur bugel. Komzet e vez ivez eus ganedigezh. C'hoarvezout a ra e dibenn an 9 miz ma toug ar vamm he bugel en he c'hof, pa deu ar bugel er-maez eus ar mammog. Kontet e vez oad un den adalek ar mare-se en darn vrasañ eus ar sevenadurioù.


Ganedigezh dre droc'hañ

[kemmañ] Gwiliouderezh

Ur gwiliouder a vez graet eus ar medisin, pe ar surjian, a ra war-dro ar merc'hed o wilioudiñ, dreist-holl pa sav un diaezamant bennak.

An amiegez eo ar vaouez a ra war-dro ar gwilioud pa ne c'hortozer diaezamant ebet, nemet prest e vez da c'hervel an arbennigour betegouzout.

Eveshaat ouzh ar gwilioudiñ a ra gwiliouder pe amiegez, ha n'eo ket pareañ, rak bout dougerez n'eo ket bout klañv.


Poanius eo ar gwilioud. Eus ar boan-se e vez graet ar gwentloù. Hiriv ez eus doareoù da virout ouzh ar boan ha ne oa ket anezho gwechall.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all