Jean-Baptiste Lully

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

Ganet e 1632 e Firenze ha marv e 1687 e Pariz, Jean-Baptiste Lully pe Giovanni Battista Lulli a oa ur sonaozour. Levezonet en deus ar sonerezh klasel, adalek ar XVIIvet kantved betek hiziv e c'heller kavout levezon Lully e-barzh meur a oberenn.

Jean-Baptiste Lully
Jean-Baptiste Lully

[kemmañ] E vuhez

Erruet eo e bro-C'hall e 1643, o tont eus Firenze e oa a-benn labourat evit an dukez a Montpensier, lezanvet "La Grande Mademoiselle". Donezonoù en doa evit ar sonerezh ha dañsal a rae mat-tre. Da 13 vloaz e zeskas c'hoari violoñs, gitar ha klavier. Emezelliñ a raio e-barzh ar "Grande bande des violons du roi" enni 24 soner ha buhan a-walc'h e renn ur strollad nevez: ar Bande des petits violons" enni 16 soner.

E 1653 e envel Loeiz XIV anezhañ da vezañ sonaozour-meur a-benn aozañ sonerezh gwestlet d'ar binviji nemetken. Gant ar barzh Isaac de Benserade, e skriv meur a c'horolladeg, bihanoc'h bihanañ e santer al levezon italianek en e oberennoù. Gall e teuio da vezañ da c'houde hag anvet eo bet pennverour ar sonerezh ha sonaozour ar "C'hambr" e 1661. Dimeziñ a ra gant merc'h Michel Lambert un nebeut mizvezhioù goude. Adalek 1664 betek 1671 e labour gant Molière, o skrivañ sonerezh evit e c'horolladegoù enno: Le Mariage Forcé, La pricesse d'Elide, L'amour médecin, Georges Dandin, Monsieur de Pourceaugnac, Les Amants magnifiques, Le Bourgeois Gentilhomme. Sach-blev e vo etre Molière ha Lully e 1671, ne labourint ket mui asambles da c'houde.

E 1672 e bren Lully digant Pierre Perrin gwirioù an "Académie royale de musique" lec'h m'en do ur galloud diktatourel, o skarzhañ sonaozourien a zisplije dezhañ. Leun a enor hag a binvidigezhioù, e ro, d'un doare reoliek a-walc'h, un opera dre vloaz (13 a roio en holl) diwar barzhonegoù Philippe Quinault. en o zouez: Cadmus et Hermione (1673), Alceste (1674), Thésée (1675), Armide (1686). E 1681 e teu da vezañ sekretour ar roue. 6 bugel en deus bet , tri a sone ur benveg sonerezh: Louis, Jean-Baptiste II ha Jean-Louis.

Mervel a ra e 1687, en em gloaziet e oa gant e vazh-renn evit al laz-senniñ.

Brudet eo a drugarez d'e zegasadennoù graet e-keñver ar sonerezh relijiel hag ar sonerezh leurenn. Eñ eo en deus krouet an opera gall. Krouet en deus 14 trajedienn, 20 "motet" bras, enno an Te Deum (1677), hag 11 "motet" bihan, gant ur stumm italianekoc'h. Betek 1789 hag an disparc'h gall, eo bet c'hoariet dizehan e oberennoù hag ul levezon bras en deus bet war sonaozerien bro-Chall: François Couperin, Marin Marais, Michel-Richard Delalande, Jean-Philippe Rameau met ivez en Europa a-bez. Lod eus e skolidi a ledo e levezon maez eus Frañs: Georg Muffat, Johann Sigismund Kusser, Johann Caspar Ferdinand Fischer hag an italianed Vincenzo Albrici hag Agostino Steffani.

[kemmañ] Pladennoù

[kemmañ] Sinema ha Levrioù