Amon

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Amon
C12

pe
M17 Y5
N35

Amon, Amoun, a-wezhioù Imen (jmn)

Amon zo unan eus doueed pennañ an Henegiptiz hag eus mitologiezh ar Verbered[1]. Talvezout a ra eo anv Imen kement hag « An hini kuzhet » pe « An hini n'haller ket anavezout ». Kement-se a dalvez n'haller ket anavezout e furm wirion abalamour m'en em ziskouez dindan stummoù a bep seurt. Graet e vez anezhañ Imen achâ renou, "Amon e anvioù niverus"[2]. Gant e bried Amemet ez eo unan eus doueed Eizhad Hermopolis.

Dindan stumm ar c'houblad Amon-Ra e teuas da vezañ kreiz ar reizhiad teologiezh kempleshañ eus Henegipt. Amon a oa ar pep pennañ hag ar pezh a oa kuzhet, e-skoaz Ra a oa an doue diskuliet. Un doue krouer, e oa. Kampion ar re baour e oa ivez hag ur roll a-bouez en devoa en deoliezh hiniennel. Krouet e voe Amon gantañ e-unan, hep tad na mamm. E roll evel roue an doueed a vrasaas kement ma tostaas ar relijion d'an undoueegezh hag an doueed all a zeuas da vezañ stummoù anezhañ. Asambles gant Osiris ez eo Amon-Ra an doue eus Henegipt zo meneget ar muiañ[3]. Azeulet e vez ivez er broioù tost da Henegipt Henlibia ha Nubia.

Mitologiezh[kemmañ]

Dindan stumm ur waz[4], unan eus e loened sakr, e tozvas ar vi kentañ a zinodas ar vuhez dioutañ. Dindan neuz un naer e sperias ar vi kosmek stummet en dourioù kentañ. Meneget eo gant testennoù ar piramidennoù e-touez an doueed a wareze ar faraon marv hag, er Grennimpalaeriezh e kemeras ar c'hentañ plas e bro Teba, ma kemeras lec'h Montou a-benn ar fin. Doueoniourien Teba a roas dezhañ ur pried nevez, Mout, hag ur mab, C'honsou, doue al Loar, bodet o zri e Triadenn Teba.


Taolennadurioù[kemmañ]

Evel m'en diskouez e anv (« An hini kuzhet »), n'haller ket taolenniñ anezhañ. Abalamour da se e veze livet gant neuz ar faraon, met gantañ ur gurunenn gant un doare boned en e benn, div bluñvenn sonn peg outañ hag e groc'hen livet e glas-glizin[5]. Livet e vez gant ur c'hroc'hen gell, pe du a-wezhioùigoù, hag abalamour da se e vez hevelebaket ouzh Min, doue Koptos.

E arouezioù eo gwaz Egipt[6] (henegipteg smn), abalamour da zistagadur damheñvel an daou anv moarvat, hag ar maout[7] (henegipteg šft). Dirak e dempl e Karnak e weler un aleziad sfiñsoù dezhe korfoù leoned ha pennoù meot, arouezioù e c'halloudegezh da engehentañ.

Azeulerezh[kemmañ]

Amon hag an doueez Mout

Doue lec'hel Teba e oa da gentañ. Goude ma erruas an XIvet tierniezh, a orin eus ar gêr-se, e penn ar vro, Amenemhat (« Imen zo dirak ») peurgetket, ur faraon eus an XIIvet tierniezh, e teuio da vezañ roue an doueed, « aotrou tronoù ar vro zoubl ».

Da vare an XIIvet tierniezh e teuas Amon da vezañ doue arouezius Henegipt. Unvaner ar vro e oa ha roet en deus an trec'h da Ahmôsis war an alouberien Hiksos. Unanet e oa neuze da , doue an heol e Heliopolis, ha dont a reas da vezañ an doue kosmek Amon-Rê, « an hini peurbadus, aotrou Karnak, krouer eus ar pezh zo anezhañ, mestr pep tra, diazezet en un doare padus e pep tra[8] ». Lenn a reer ivez « Daoublegañ a ra an doueed e-harz e dreid evel chas pa anavezont bezañs o aotrou »[9].

Hevelebekaet eo ivez ouzh Min, doue Koptos dindan an anv Amon-Min, doue ar strujusted. gant Mout ha C'honsou ez a d'ober un driadenn azeulet e Karnak. Gant ha Ptah ez a d'ober strollad tri doue bras Henegipt.

E-kichen an Amon roueel-se, diziraezus d'ar pep brasañ eus an dud, ez eus ur stumm all eus an doue Amon gwelet evel un doue tostoc'h hag a selaoue ar re baour, ar re glañv hag ar maouezed dougerez gant evezh. Gallout a reont tostaat outañ e-pad ar gouelioù relijiel bras evel gouel Opet ma' z ae prosesion bigi sakr Triadenn Teba (Amon, Mout ha c'honsou) eus Karnak da Louksor.

E-doug an oadvezh arkaek gresian an hini e oa hevelebekaet Amon ouzh an doue gresian Zeus. Annezidi Kirene eo a vrudas anezhañ er bed gresian dindan an anv Ammon-Zeus (henc'hresianeg Ἄμμων Ammon, hag Ἅμμων Hammon). Santual e orakl en oaziz Siwa a oa an trede e ment er bed hellenadek goude hini Delfi (gouestlet da Apollon) ha Dodone (gouestlet da Zeus). Aleksandr Veur a lakaas embann eno e oa mab Ammon-Zeus e -331.


Levrlennadur[kemmañ]

  • Kurt Heinrich Sethe, Urkunden des ägyptischen Altertums, levrenn IV, "Urkunden der 18. Dynastie", Leipzig, 1932-1961
  • Ruth Schumann Antelme, Stéphane Rossini, Nétèr - Dieux d'Égypte
  • Roland Harari, Gilles Lambert, Dictionnaire des dieux et des mythes égyptiens, Le Grand Livre du Mois, 2002, isbn=2-7028-7781-8


Notennoù[kemmañ]

  1. H. Basset, « Les influences puniques chez les Berbères », e Revue Africaine, Nnn 62, 1921, pp. 367-368
  2. Cf. Ruth Schumann Antelme & Stéphane Rossini, p. 25
  3. Vincent Arieh Tobin, Oxford Guide: The Essential Guide to Egyptian Mythology, Edited by Donald B. Redford, p. 20, Berkley books, ISBN 0-425-19096-x
  4. Gwaz Egipt.
  5. Liv bolz an oabl eo ar glas. Liv ar maen-pers eo ivez, ur maen-sakr evit Henegiptiz.
  6. Alopochen aegyptiaca
  7. Ovis longipes aegyptiaca
  8. Enskrivadur Thoutmôsis III e Karnak (Sethe 1932-1961, p. 164)
  9. Meulgan da Amon eus Kaero, XVIIIvet tierniezh (Harari et Lambert 2002, p. 15)
A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg