Danae
Danae (Δανάη / Danáê e gregach) a oa merc'h da Akrisios, roue Argos, ha da Eurydike (merc'h Lakedemon). Mamm an haroz Perseüs e oa ivez.
Taolenn |
[kemmañ] Ar vojenn
Mantret e oa ar roue Akrisios dre ma n'en doa mab ebet. Goulenn a reas neuze digant un orakl hag un hêr a deuje dezhañ. Hag egile da lavarout dezhañ e vije lazhet gant mab e verc'h. Evel-just ne oa ket troet ar roue da c'hortoz taol ar marv re vuan, ha kraouiañ a reas e verc'h en un tour arem, da virout outi a c'henel mab ebet.
An doue Zeus he c'hare e kuzh avat ha donet a reas un noz en he c'hell e stumm ur glav alaouret (hervez mojennoù all e oa ur bann-heol).
Brazezet e voe ar briñsez gantañ er stumm-se ha genel a reas Perseüs. Droug a oa er roue avat, met n'en doa ket c'hoant da sachañ warnañ kounnar Zeus ma raje droug da vab an doue. Lakaet e voe e verc'h hag e vab-bihan gantañ en un arc'h koad, da ziskouez d'an dud. Goude e voe taolet an arc'h er mor.
Sioulaet e voe ar mor gant Poseidon, war c'houlenn Zeus. Degouezhout a reas mamm ha mab en enez Serifos. Skoazellet e voent gant Dictys, breur ar roue Polydektes, a zesavas Perseüs vihan. Ar roue avat a glaskas he rediañ da zimeziñ gantañ. Perseüs a oa bet e-keit-se o lazhañ Medusa, a oa o tont en-dro gant penn eben. Pa glevas ar c'heloù e troas ar roue e maen hag e tec'has gant e vamm hag int war o c'hiz da Argos.
Diwezhatoc'h, eme Vergilius, ez eas Danae da Italia ma savas kêr Ardea. Un tamm bec'h a savas etre he mab-bihan Turnus hag Eneas da c'houzout piv a zimezje gant Lavinia.
[kemmañ] Oberennoù arzel
Mojenn Danae zo bet livet kalzik, hag ar glav aour ivez:
- gant Mabuse (1527, Alte Pinacotek München),
- gant Tizian ez eus meur a livadur:
- gant Tintoretto
- gant Orazio Gentileschi (war-dro 1621, Museum of Art e Cleveland, Ohio, SUA),
- gant e verc'h, Artemisia Gentileschi (mirdi Saint Louis, Missouri, SUA)
- gant Rembrandt (1636, Mirdi ar Peniti)
- gant Giambattista Tiepolo (war-dro 1736, mirdi Stockholm).
- Mademoiselle Lange en Danaé zo ul livadur gant Girodet, livet en 1799 (Institute of arts e Minneapolis). Ennañ e weler ur vaouez yaouank en he noazh o serriñ en ur ouel c'hlas pezhioù aour a weler o kouezhañ eus an neñv. E gwirionez eo ur flemmadenn ouzh ur vaouez displijet gant un oberenn. Gant Girodet e oa bet livet, en 1798, un Danée a zo hiriv er Museum des Bildenden Künsten e Leipzig.
- gant Gustav Klimt eo bet livet ar vojenn en un doare erotekoc'h 1907-1908, ma weler ar glav aour oc'h en me silañ etre div vorzhed pleget ur vaouez en he noazh, ha war he dremm doare goursav an embarañ.
[kemmañ] Pennadoù kenstag
- Taolennoù:
- Danae hag ar glav alaouret, gant Tizian.
- Danae, zo ul livadur gant Gustav Klimt.
[kemmañ] Hag ivez
- Un asteroidenn zo anvet 61 Danaë.