Orazio Gentileschi
Orazio Lomi Gentileschi (1563 e Pisa – 1639 e Londrez) a oa ul livour italian.
Tad e oa d'al livourez Artemisia Gentileschi. Levezonet bras e voe gant Caravaggio.
E 1626 ez eas da labourat da Vro-Saoz, e lez ar roue Charlez Iañ . E-pad ur pennad e labouras e Pariz ivez, e palez al Luxembourg. Dont a reas kalz a livourien d'e welet, Gallaoued ha Hollandiz, ha levezoniñ a reas Louis Le Nain, Laurent de La Hyre, ha Philippe de Champaigne.
E Bro-Saoz e plije e zoare klasel da livañ d'an dud a renk uhel, ha lakaet e voe gant Van Dyck e e 100 poltred tud brudet. Mervel a reas Orazio Gentileschi e 1639 e Londrez.
Livadurioù [kemmañ]
-
Judit ha Holofern . Livet eo bet ar vojenn gant Artemisia, merc'h Orazio, ivez.
-
La Félicité publique triomphant des dangers, Mirdi al Louvre.
-
Gweledigezh Santez Francesca Romana, Urbino.
-
Kupidon ha Psic'he, Mirdi ar Peniti.