Danae hag ar glav alaouret

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Danae hag ar glav alaouret
Tizian 012.jpg
Tizian, 1553
Eoullivadur war vezher
129 × 180 cm
mirdi ar Prado
Madrid
Spagn

Danae hag ar glav alaouret zo un daolenn gant Tizian (e-tro 1490-1576), war-ziskouez e mirdi ar Prado e Madrid.

Poesías eo an anv a roe Tizian d'an daou livadur Venus hag Adonis ha Danae hag ar glav alaouret a oa bet goulennet digantañ gant roue Spagn.

Gwelout a reer Danae o vont da vezañ kemeret gant Zeus, rak an doue eo ar glav aour zo o tont warni, o c'hortoz anezhañ en he gourvez emañ-hi, a-zehou dezhi ur c'hi bihan. Ur vatezh a zastum an takennoù aour en he zavañjer. N'ouzer ket pe er-maez pe e-barzh un ti emañ an dud; stignoù a weler, ha koumoul, glav enno. Levezon al livour Giorgione a zo anat e doare-livañ ar c'horf noazh .

Kustum e oa Tizian da adlivañ ar mojennoù a blije d'ar brenerien.

Un doare all d'al livadur-mañ a zo e mirdi Naplez.

Gwelout ivez[kemmañ]

Ar pennadoù

Skrid[kemmañ]

  • Monreal, L., Grandes Museos, vol. 1, Editorial Planeta, 1975. ISBN 84-320-0460-X (colección completa)