Asteroidenn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Asteroidenn 433 Eros.

Un asteroidenn a zo ur c'horf-oabl (pe ur c'horf-egor) bihan. Heuliañ a ra anvadur an asteroidennoù reolennoù resis.

Asteroid a vez implijet evit komz eus an hollad a asteroidennoù.

[kemmañ] Petra eo un asteroidenn, hag ur geokroazer ?

Un asteroidenn a zo un tamm roc’h, gant houarn pe nikel a-wechoù, o treiñ en dro d’an Heol. Al lodenn vrasañ anezho a zo lec’hiet etre Meurzh ha Yaou war ur gouriz, an hini pennañ. War ul ledander a 70 milion a kilometradoù ez eus milionoù a asteroidennoù. Ma vezont lec’hiet aze ez eo abaoe ar pennkentañ, n’o deus ket gellet en en vodañ e planedennoù . Yaou eo a zalc’h anezho er gouriz-se, gant he nerzh e vez dihentet reoù zo a cheñch kelc’hdroad, un nebeut a c’hell kejañ gant kelc’hdroad an Douar da c’houde. Ar re a gej o kelc’hdroad gant hini hor blanedenn c’hlas a vez graet geokroazer anezho. Tri rummad a geokroazer a zo ar re Appolon, ar re Amor hag ar re Aten (diwar anv an asteroidenn brudetañ e pep strollad). An holl asteroidennoù, pe dost, a zo bet renablet.

[kemmañ] Ar riskloù war an Douar

Er mare-mañ ez eus war-dro 20 000 asteroidenn nebell eus an Douar. Bihan-tre eo ar riskl evit ar re vrasañ. An hini Apophis (320 m hirder) eo ar gudenn siriusañ kavet evit ar poent, met n’ez eus nemet ur riskl war 45 000 e kouzfe e 2036 ! Bep bloaz e kouez asteroidennoù kalz bihanoc’h. Ur wech an amzer ez eus re gant ur ment etre. E 1908 e voe unan a 50 m o kouezañ e Siberia en ul lazhañ 1000 den bennak, ken kreñv eo bet a 1000 Hiroshima. Ma vefe c’hoarvezet 3 eurvezh da c’houde e vefe kouezet war Moskov hag en defe e distrujet penn da benn. Pep bloaz e vez reier bihanoc’h o tarzhañ uhel en atmosferenn gant un nerzh kevatal d’ur vombezenn atomek. An hini souezusañ a voe e 2002 a-us d’ar mor Kreizdouarel, etre Libia ha Kreta, ma vefe kouezet 3 eurvezh hanter araok e vefe erruet er C’h/Kashmir, etre India hag ar Pakistan. An darzhadenn (ma ne vefe ket bet komprenet mat) he defe distaget ur brezel nukleel etre an div kreñfder nukleel-se. Studiet eo bet gant an NASA ar pezh a c’hoarvezfe ma kouezfe ur geokroazer brasoc’h eget 1 km treuzkiz. Kavet o deus e vefe ken bras an distruj ha miliadoù a wech distruj holl armoù nukleel ar bed. Kas a rafe milionoù a donennoù douar en atmosferenn. Stanket e vefe skinoù an Heol e-pad bloavezhioù, anvet e vez an darvoud-se « ar goañv nukleel ». Da get ez afe an holl oberioù o deus ezhomm eus an Heol (al labour-douar, ar pannelioù-heol, al loened o kreskiñ...). Kemmet e vefe ul lodenn bras eus mont en-dro hor gevredigezh a-vremañ ha dreist-holl e vefe un naonedigezh planedel degaset war an Douar. Diaes-tre e vefe evit an denelezh d’en em boazañ d’ur cheñchamant ken trumm.

[kemmañ] En em zifenn, daou zoare

E 1998 e urzhias ar C’hendalc’h amerikan d’an NASA da evezhiañ an asteroidennennoù muioc’h eget 1 km treuzkiz. Kavet o deus 1200 anezho. Dre-se eo dister ar riskloù gant re ar ment-se, ar gudenn a teu bremañ eus ar re bihanoc’h, a zo kalz niverusoc’h. Pep geokroazer etre 100 ha 1000 m a c’hellfe lazhañ milionoù a dud. An NASA a zo er mare-mañ o listenniñ ar re-se. Met petra a c’hellfemp ober evit en em zifenn ?


Diskoulmañ ar gudenn en araok (araok ma c’hoarvezfe).

• Ma vez merzhet bezañs ar riskl en araok (war-dro 20 pe 30 bloavezh) ez eus tu raktresañ un diskoulm. Pe e vez lakaet kelc’hdroad ar geokrioser da vrasaat pe da vihanaat evit ma ne gejfe ket gant an Douar. Tri raktres bras a zo evit-se :

  • Ar c’hefridi B612, ijinet gant an amerikaned Russel Schweickart hag Edward Tsang Lu. Dre ma vefe diposupl kas ul lestr egor gant dour-tan a-walc’h evit mont endro e-pad degadoù a bloavezhioù o deus bet ur mennoz all. Staget e vefe ul lestr egor otomatek hag emrenn o vont en dro gant ur greizenn nukleel vihan. An NASA a zo o prientiñ ar mod-se da vont en dro evit kefridioù war Yaou. Prest e vefe ar c’hefridi B612 tro ar bloavezhioù 2015. Ar gudenn pennañ a zo penaos stagañ anezhi ouzh ar geokroazer, dreist-holl ma dro emañ warnañ e unan.
  • Un doare all a zo bet kinniget gant Tsang Lu evit ma ne vefe kudenn stagañ ebet. Ret e vefe ober gant an desach gravitadurel a zesachfe an asteroidennenn. Al lestr egor a vefe nebell eus an asteroidennenn ha mont a rafe war raok, an desacherezh a rafe ar peurrest. Hervez e jedadennoù ne vefe ket ezhomm eus ur greizenn nukleel, met dour-tan boaz.
  • An trede doare a zo o implij bannoù an Heol o skeiñ war ur melezour hag ul « lienn heolel» a 10 000 m2. An DLR (Deutsche Zentrum für Luft und Raumfahrt), alamaned war ar c’hlask egoroù lestr a zo gant ar raktres-mañ. Kevatal e vefe da 10 g ar bount, met dibaouez war kantvedoù. Ar gudennoù o vezañ, penaos sevel ul lienn tanv ha skañv a-walc’h a c’hellfer displegañ en egor. E 2006 o deus klasket ur strollad Japaniz displegañ ul lienn 700 m2 en egor, met n’int ket deut a-benn. An eil gudenn a zo penaos stagañ anezhi d’an asteroidenn ?

Klemm a ra tud, abaoe 1994, war un dañjer bras a c’hellfe degas an doareoù-se. Carl Sagan (krouer meziad ar « goañv nukleel ») a zispleg ne rankfer ket ober war-dro an doareoù da zihentañ en araok, met gortoz kentoc’h ar mare ziwezhañ. Soñjal a ra d’ar re-se e vefe neuze posubl dihentañ asteroidennoù war zu an Douar, dre ma ouifemp ober ar c’hontrol. Kalz dañjerusoc’h c’hoazh e c’hellfe bezañ ma vefe resis-tre an dihentañ. Un arm diharz e teufe da vezañ evit ar vroioù gouest d’ober kement-mañ.


Diskoulmañ ar gudenn er mare ziwezhañ, war ar prim. •Er c’hontrol ma zizolofemp bezañs an dañjer er mare ziwezhañ pe ma vefe kemeret e kont goulenn Carl Sagan e chomfe un nebeut doareoù war ar prim :

  • Ar raktres Icare kinniget gant studierien ar MIT (Massachusetts Institute of Technology) er Stadoù Unanet en 1968. Lakaet e vefe ur vombezenn nukleel da darzhañ tost eus ar geokroazer. Kaset e vefe emañ dre an tu all. Hiziv an deiz eo c’hoazh unan eus an diskoulmoù gwellañ a vefe implijet evit en em zifenn.
  • Gant ar c’hefridi Don Quijote, e 2010, kinniget gant en Europiz, e vo kaset 2 sont war un asteroidenn. Ar sont gentañ, 500 kg houarn hag 1 donenn dour-tan, a skoo da 35 000 km/h an asteroidenn. An eil a evezhio ar pezh a c’hoarvezho hag a gaso an disoc’hoù d’an Douar. Resisoc’h eo an doare-se eget an hini gentañ. An diazezenn a chom ar memes hini, kaset e vo an asteroidenn dre an tu all.

Ar c’hudennoù a vefe e keñver an hent nevez a heuilfe an asteroidenn, a c’hellfe kejañ gant hini an Douar un nebeut bloavezhioù da c’houde. Gant an taol e c’hellfe ar roc’h en em rannañ e lodennoù bihannoc’h a vefe dañjerusoc’h ha diposubl d’en em zisober outo holl. Ul lodenn vras eus an steredourien a soñj e vefe da implijout an doareoù-se er mare ziwezhañ nemetken.


Asteroidenn 1 Ceres gwelet gant pellseller egorel Hubble.
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all