Hiroshima

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kreiskêr Hiroshima e 2006

Hiroshima (広島市 Hiroshima-shi, da lâret eo "Enezennn ledan" e japaneg) a zo ur gêr hag ur porzh eus Japan. Kêr-benn prefeti Hiroshima eo. Emañ war aod norzh mor diabarzh Seto, en enezenn Honshū, e kornôg Bro-Japan. Chomet eo brudet en Istor Bombezadeg Hiroshima e miz Eost 1945.


Istor[kemmañ]

Kent ar vombezenn[kemmañ]

Kastell Hiroshima

Hiroshima a oa savet e 1589 en aod nozh mor diabarzh Seto (Setonaikai) gant an aotrou Terumoto Mori. Sevel a reas Kastell Hiroshima war an enezenn vrasañ a oa etre brec'hioù ar stêr Ōta, alese an anv kemeret gant ar gêr.

Hiroshima a zeuas da vezañ ur gêr vras e-pad an oadvezh Meiji. E 1910, e oa 143 000 a dud o chom enni, hag e niveradeg 1940, e oa 344 000 annezad o chom eno [1] E-doug Brezel Sina ha Japan, Hiroshima a zeuas da vezañ unan eus bonnoù pennañ eus arme impalaeriezh Japan. Mirout a reas ar roll-se e-pad an oadvezh Shōwa.

E-pad an Eil Brezel Bed, Hiroshima a oa unan eus ar c'hreizennoù strategek a dalveze da zifenn holl su Bro-Japan hag ur greizenn greanterezh pouezus-kenañ. Just dirak porzh kêr, war Enez Okunoshima, e oa bet savet ul labouradeg a brodue gaz brezel staget ouzh rouedad strolladoù enklask Shiro Ishii[2]. Gant kresk an impalaeriezh e oa produet eno a bep seurt armoù kimiek evel ar gaz sezv, al lewisite hag ar c'hianur[3]. Implijet e veze ar gazoù-se a-enep ar soudarded hag ar siviled eus Sina peurgetket evel en taolioù-arnod renet war an dud gant strolladoù Shiro Ishii[4].

Kentañ bombezadeg atomek ar bed[kemmañ]

Kêr Hiroshima,just goude bombezadeg 1945

Distrujet e oa kêr Hiroshima gant ur vombezenn atomek d'ar 6 a viz Eost 1945. E 1945, e oa bet choazet 6 pal gant an amerikaned evit ar vombezenn nukleel : Hiroshima, Nagasaki, Kokura, Niigata, Kyōto ha Yokohama. D'ar 6 a viz Eost 1945, da 2e 45 (eur lec'hel), ar bombezer B-29 bleinet gant Paul Tibbets, badezet Enola Gay diwar anv e vamm, a zibradas diouzh tachenn Tinian, gant ur vombezenn atomek dre uraniom 235 dezhi 15 kilotonn nerzh, lesanvet Little Boy. 12 den a oa er pare, 4 skiantour en o zouez. Daou vB-29 a heulie anezhañ hag a gase ar binviji skiantel ret da vuzuilhañ ha da zielfennañ an darzhadenn.

Da 7 e 09 e sonas ar galv-diwall a-enep ar c'hirri-nij en Hiroshima rak gwelet e oa bet ur c'harr-nij en e unan. Ar B-29 arsellerezh an amzer Straight Flush an hini e oa. D'ar memes koulz e tremene daou garr-nij all a-us Kokura ha Nagasaki gant ar memes kefridi. Mat-tre e oa an amvaezad amzer a-us Hiroshima ha choazet e oa ar gêr evit ar vombezadeg. Paouez a reas ar galv-diwall e kêr da 7e 30. Ne oa ket bet bombezet stank Hiroshima e-pad ar brezel ha boaz e oa an annezidi da welet bombezerioù amerikan o tremen a-us dezhe da vont pelloc'h en norzh.

Ar vombezenn, goloet a sinadurioù hag a gunujennoù evit ar Japaned a oa armet e-doug ar nijadenn ha taolet da 8e 15, war-dro 9000 metr a-us kêr. Da 8e 16 munut 2 eilenn (eur lec'hel), goude 43 eilenn, e tarzhas ar vombezenn da 600 metr a-us d'al leur, dreist a-zioc'h ospital Shima (34° 23′ 41″ N 132° 27′ 17″ E / 34.39482, 132.45483), e-kreiz ar gêr, e gevred ar Pont Aioi a oa al lec'h bizet gant ar c'harr-nij abalamour ma oa aes da anavout gant e stumm e « T ».

An darzhadenn, kevatal da hini 15 000 tonn TNT, ar zistrujas ar gêr betek al leur. 75 000 den a oa lazhet war an taol. En o zouez e oa un drederenn soudarded, rak e kêr edo sez An Eil arme hollek (第2総軍, Dai-ni Sōgun) krouet d'an 8 a viz Ebrel 1945 diwar divodadur Komandamant an difenn hollek (防衛総司令部, Bōei Soshireibu) karget da zifenn kornôg Japan, hag hini kalz arsanailhoù ha tachennoù kirri-nij. E-doug ar sizunvezhioù goude, ouzhpenn 50 000 den muioc'h a varvas. Diresis e chom niver klok ar re varv ; emañ war-dro 250 000 den. Diwar an 90 000 savadur a oa e kêr, 62 000 a oa distrujet penn-da-benn. Ne chomas roud ebet eus an annezidi a oa o chom tostoc'h evit 500 metr diouzh lec'h an darzhadenn.

Pa oant o vont war o giz, ar soudarded a oa er c'hirri-nij a welas an "tok-touseg" e-pad 500 kilometr. Hennezh a oa savet e daou vunut betek 10000 metr uhelder. Douarañ a reas an Enola Gay 6 eurvezh diwezhatoc'h e Tinian. Roet e oa medalennoù d'an akipaj diouzhtu.

Goude ar vombezenn[kemmañ]

Ar Genbaku Dome, goude an darzhadenn nukleel
Hiroshima a-raok an Eil Brezel Bed

Hiroshima a oa adsavet penn-da-benn goude ar brezel. Diwar intrudu e vaer, Shinzo Hamai e oa anvet Keoded ar peoc'h gant Parlamant Bro-Japan e 1949. Miret e oa dismantroù ar Genbaku Dome, unan eus ar savadurioù nemeto na oant ket bet distrujet penn-da-benn gant an darzhadenn, e-giz testeni.

Savet e oa ur mirdi ar peoc'h, a oa treset gant an tisavour Kenzo Tange. Ul liorzh bras, Liorzh eñvor ar peoc'h, 12 kantar dindanañ, tost da hipokreiz an darzhadenn, ma vez aozet ul lid-koun, d'ar 6 a viz Eost. Eno e kaver kalz monumantoù en eñvor an dud marvet goude an darzhadenn.

E miz Du 2010 e-pad kendalc'h Hiroshima, an dalaï-lama ha pemp loread all eus Priz Nobel ar peoc'h o deus kemeret perzh e kendalc'h loreidi Priz Nobel ar peoc'h. Gouestlet e oa ar c'hendalc'h d'an dizarmerezh nukleel hag aozet e Hiroshima. Wuer Kaixi, unan eus pennoù ar studierien e-pad manifestadegoù ar blasenn Tian'anmen e 1989, a oa eno en anv kentañ loread priz Nobel ar peoc'h e Sina, Liu Xiaobo, e prizon d'ar c'houlz-se. Goulennet en deus e vez dieubet Liu Xiaobo ha disklêriet « e talc'he an dud a stourme evit an demokratiezh ha difennerien Gwirioù Mab-Den da vezañ handeet ha lakaet en toull-bac'h e Sina d'ar mare ma oa e Hiroshima »[5].

Melestradur[kemmañ]

Evel m'emañ e-mesk ar 17 kêr eus Japan (政令指定都市, Seirei shitei toshi), kêr Hiroshima he deus galloudoù ouzhpenn ar re a vez roet da gustum da gêrioù Bro-Japan ha kemeret diwar re prefeti Hiroshima. Rannet eo en 8 arrondisamant :


Notennoù[kemmañ]

  1. What was the population of Hiroshima before World War 2 ?
  2. Hal Gold, Unit 731 Testimony, 2003, p. 57
  3. Gold, idem, p 58
  4. Gold, ibid.
  5. L'Express, 12 a viz Du 2010 : "Appel à la libération du dissident Liu Xiaobo au sommet des Nobel de la Paix"