Raktres Manhattan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar jeneral Leslie Groves, a-gleiz, a oa e penn ar raktres Manhattan. A-zehou, ar fizikour Robert Oppenheimer, rener skiantel ar raktres.

Raktres Manhattan eo anv kod ar raktres enklask renet e-pad an Eil Brezel Bed, a roas o zu d'ar Stadoù-Unanet, sikouret gant ar Rouantelezh-Unanet, Kanada ha klaskerien eus Europa[1], da sevel ar c'hentañ bombezenn A eus an istor e1945.

Dindan renerezh ar fizikour Robert Oppenheimer hag ar jeneral Leslie Groves e oa roet lañs d'ar raktres e 1942 e kuzh, da-heul ul lizher a-berzh Leó Szilárd d'an 2 a viz Eost 1939, kensinet gant Albert Einstein, d'ar prezidant Roosevelt a lavare e oa marteze an Trede Reich o labourat war ur raktres kevatal[2]. E gwirionez, strivoù ar glaskerien alaman war an dachenn-se ne oant ket bras.

Ar raktres Manhattan a welas ijinadenn, produadur ha tarzh teir bombezenn atomek. Ar c'hentañ, ur vombezenn dre blutoniom (badezet « Gadget », « ha Trinity » e oa anv kod ar c'hentañ taol esae atomek en istor), a oa amprouet d'ar 16 a viz Gouere 1945 er gouelec'h e-kichen Alamogordo e stad Mec'hiko Nevez. An div war-lerc'h, unan dre uraniom hag eben dre blutoniom a oa badezet Little Boy (paotr bihan) et Fat Man (den tev), a oa taolet war ar c'hêrioù eus Bro-Japan : Hiroshima d'ar 6 a viz Eost 1945 ha Nagasaki d'an 9 a viz Eost.

E 1945, e oa muioc'h evit 130 000 den o labourat evit ar raktres. Koustañ a reas 2 viliard dollarioù amerikan en holl.

Notennoù[kemmañ]

  1. E Arnodva broadel Los Alamos (LANL) renet gant ar fizikour Robert Oppenheimer, e kaver ur skipailh mat a fizikourien. En o zouez pevar friz Nobel Fizik : Niels Bohr, James Chadwick, Enrico Fermi hg Isidor Isaac Rabi.
  2. Lizher Einstein d'ar prezidant Roosevelt

Liammoù diavaez[kemmañ]