Labourva Broadel Los Alamos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Gwel eus al labourva e 1995.

Labourva Broadel Los Alamos (Los Alamos National Laboratory e saozneg) zo ul labourva eus Departamant Energiezh ar Stadoù-Unanet e Los Alamos e stad New Mexico, SUA, un 40 km eus Santa Fe, kêr-benn ar stad. Meret eo gant Skol-Veur Kalifornia. Enklaskoù kuzh a vez graet diwar-benn an armoù nukleel, evel e Labourva Broadel Lawrence Livermore.

Krediñ a reer e vez berniet lastez nukleel eno, ha plutoniom zoken.

2011[kemmañ]

D'an 3 a viz Gouhere 2011 e oa c'hoarvezet brasañ tangwall anavezet en istor New Mexico. Aon zo bet e vije pulluc'het plutoniom ha skignet an danvez dañjerus-se dre an aer. Hervez ar vojenn e vije bet c'hwezhet an tan e-kreiz al labourva atomek gant ur gwiñver o c'hoari gant orjal tredan.