Kongres ar Stadoù-Unanet

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Siell ar C'hongres.

Kongres[1] ar Stadoù-Unanet pe, aliesoc'h, Kendalc'h[2] ar Stadoù-Unanet (saozneg: United States Congress) eo parlamant divgambrek Stadoù-Unanet Amerika, gantañ ar galloud lezenniñ.

Div gambr a ya d'e ober:

  • Ar Sened (United States Senate), ar gambr uhel, gant 100 dileuriad (2 evit pep Stad).
  • Ti an Dileuridi (United States House of Representatives), ar gambr izel, gant 435 dileuriad (anvet evit 2 vloaz). Cheñch a ra o niver hervez ar Stadoù, diazezet eo an niver-se war pouez o foblañs.

War-eeun e vez dilennet an holl zileuridi-se. Er C'hapitol, e Washington D.C., e vodont.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ]

  1. Martial Menard, Dictionnaire français-breton, 2012, p.294b.
  2. Kenan Kongar, "Un damsell war istor Stadoù Unanet an Amerik", Al Liamm niv. 184, p. 379.