Patrokles
Eus Wikipedia
Un dresadenn war ur dasenn a ziskwel Akilles o lienañ brec'h Patrokles
Patrokles (e gregach Πάτροκλος / Pátroklos, pe Πατροκλῆς / Patroklễs, da lavaret eo « klod (κλέϝος) an tad (πατήρ) »), mab Menoetius a oa unan eus brezelourien Hellaz a gemeras perzh e brezel Troia a zo kontet en Ilias dreist-holl.
E vignon gwellañ e oa e genderv[1], Akilles ha gantañ eo ez eas d'ar brezel ; hervez lod all e oa e gariad.
A-raok ar brezel[kemmañ]
Pa oa c'hoazh ur bugel anezhañ e lazhas e vignon, Klisonimus, e-pad un tabut. Mont a reas e dad en harlu gantañ evit tec'hout rak veñjañs kerent Klisonimus. Peleus Phthia, ur c'har dezho, a roas bod dezhe. Eno e tegouezhas Patrokles gant mab Peleus, Akilles, evit ar wezh kentañ. Kaset e voe ar baotred da C'hiron, roue fur an dud-kezeg, da vezañ maget ha desavet gantañ.