Aigina (nimfenn)
Eus Wikipedia
- Ur pennad Aigina zo ivez.
Aigina (Αίγινα / Aígina e gregach), pe Egina, a oa un nimfenn, merc'h d'an doue-stêr Asopos, e mojennoù Hellaz kozh.
Enezenn [kemmañ]
Hec'h anv eo a zo bet roet da enez Aigina (enezenn), e pleg-mor Saronos, etre Attika ha Peloponnez. Eno emañ Templ Afaea, an doueez diwelus, a voe kemeret he lec'h gant Atena.
Mojenn [kemmañ]
Karet e voe gant Zeus, ha skrapet gantañ. Gwisket neuz un erer dezhi ha kaset da enez Œnone, deuet da vout Aigina diwar-lerc'h. Genel a reas ur mab, Aiakos, a laoskas en enez. Hervez IXvet Olimpika Pindaros e oa ivez mamm da v-Menœtios (tad Patrokles), hag Aktor, mab da z-Deion, an hini e oa an tad.
Lennadurezh [kemmañ]
- Apollodoros, Biblioteka (I, 9, 3 ; III, 12, 6).