Aerope

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Aerope (Ἀερόπη e gregach) a oa merc'h da Gatreüs, roue Kreta ha merc'h-vihan Minos[1]. Dimeziñ a reas da Atreüs, roue Mikenai. Mamm e oa da Venelaos ha da Agamemnon.

Mojenn[kemmañ]

He zad a oa diouganet dezhañ e kollfe e vuhez abalamour da unan eus e vugale, hag e roas anezhi hag he c'hoar, Klimene, da Naoplios, a oa da werzhañ anezhe en estrenvro. Ur c'hoar all, Apemosine, hag he breur, Althemenes, o doa klevet anv eus an diougan, hag o doa kuitaet Kreta da vont da Rodos. Roet e oa Aerope gant Nauplios en eured da Atreüs pe Pleisthenes, mab Atreus, ha genel a reas Agamemnon ha Menelaos[2][3][4] Hervez ar vojenn ma oa Pleisthenes a oa tad Agamemnon hag Menelaos, Aerope a euredas Atreus goude e varv, hag he daou vab, a oa maget gantañ. Sellet e vez oute evel mibien Atreüs. Aerope, avat a oa desevet gant Tiestes[5][6][7][8][9].

Prometet en doa he fried Atreüs aberzhiñ e wellañ oan da Artemis . Nemet pa gavas un oan aour e kavas gwell e virout, ha terriñ e bromesa: reiñ a reas al loen da Aerope da guzhat. Ne oa ket feal d'he fried, ha kousket a rae gant he breur-kaer Tiestes. Reiñ a reas an oan dezhañ. Atreüs en doa asantet da ginnig Tiestes e teufe roue Mikenai an hini a oa an oan aour en e gerzh. Evel se e teuas Tiestes da vezañ roue[10].

Atreüs a gemeras ar gurunenn en-dro a-benn ar fin o touellañ Tiestes en un doare damheñvel (s.o. Atreüs) ha kevezerezh an daou vreur, ul lodenn eus mallozh Tantalos, a gendalc'has d'ober e reuz war an daou rummad o goude (s.o. Agamemnon hag Orestes).

Notennoù[kemmañ]

  1. Schmitz, Leonhard (1867), "Aerope", in Smith, William, Dictionary of Greek and Roman Biography and Mythology, 1, pp. 36 
  2. Biblioteke 3. 2. § 1, &c.
  3. Servius en Aeneis, 1. 458.
  4. Dictys Cretensis 1. 1.
  5. Euripides, Orestes 5, &c.
  6. Euripides, Elena 397.
  7. Hyginus, Fabulae 87.
  8. Scholia diwar-benn Homeros. Ilias. 2. 249.
  9. Servius, diwar-benn Aeneis 9. 262.
  10. Apollodoros, Biblioteke, Epitome of Book 4, 2. 10