Ifigeneia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ifigeneia (e kreiz) kaset d’an aberzh dirak an diouganer Kalc'has (en dorn dehoù) hag Agamemnon he zad (en dorn kleiz) a c’holo e benn da ziskouez e c’hlac’har. Artemis a weler en oabl, ganti un heizez a gemero lec’h ar plac’h . Hirlivadur war blastr , war-lerc’h 62 goude JK. Dont a ra eus porrastell Ti ar Barzh (VI, 8, 3.5) e Pompei. Miret e Mirdi Broadel Hendraouriezh Naplez.

Ifigeneia ( Ἰφιγένεια / Iphigéneia e gregach,Ἰφιάνασσα/Iphianassa gant Homeros), a oa merc'h da Agamemnon ha Klitemnestra, c'hoar da Orest, Elektra ha C'hrisotemis. Evel diskennadez da Atreüs e oa mallozh an doueed warni evel war holl dud he ziegezh, an Atrided.

Mojenn[kemmañ]

Gant he zad, war ali an diouganer Kalc'has, e oa bet divizet e vije aberzhet d'an doueez Artemis, a oa o terc'hel listri ar c'hresianed en Aolis, hag a vire outo da skeiñ war-du Troia.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.