Akeaned

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Akeaned oc'h en em gannañ ouzh Amazoned. Mirdi Pio-Clementino.
Itron Mikene, murlivadur e Mikene, unan euskêrioù an Akeaned.

Ur bobl indezeuropat eo an Akeaned (Ἀχαιοί Ac'haioí en henc'hresianeg). Deuet int eus ribloù ar Mor Du d'ober o annez e Bro-C'hres war-dro an eil milved kent Jezuz-Krist. Kas a rejont ar Belaged kuit eus an toleadoù gwellañ a-raok bezañ kaset pelloc'h d'o zro gant an Dorianed ha rediet da gavout repu er Peloponnesos, en Akaia dreist-holl zo bet badezet diwar o anv. En o amzer e tiwanas gêrioù, Argos, Mikene, Tirins, Pilos o anvioù. Ur bobl a voraerion e oa hag e raent kenwerzh gant Kiprenez, Egipt hag Enez Kreta. Degaset o deus an arem hag e anavezent ar skritur hag ar c'hezeg. Skrivañ a raent ur yezh henc'hresian war tablezennoù pri gant ur skritur a reer anezhañ ar skritur linennek B.

An anv[kemmañ]

An Akeaned ( Ἀχαιοί, Akhaioí e gregach) zo unan eus an anvioù a vezgraet eus tud Hellaz en Ilias Homeros ( 598 gwech ) hag en Odysseia. A-hend-all e lavarer Danaaned (Δαναοί, 138 gwech en Ilias) hag Argived (Ἀργεῖοι, 29 gwech en Ilias).

Meurganoù[kemmañ]

E meurganoù Homeros (Ilias hag Odisseia) e vez kaoz eus an Akeaned, ha pa vije anvet an holl Henc'hresianed evel-se. Anv ez eus er barzhonegoù eus Agamemnon, roue an Akeaned staliet e Mikene a yeas da gerc'hat gwreg Menelas, Elena, e kêr Droia (e gwalarn Turkia hiziv) digant an Droianed o doa skrapet anezhi. Koulskoude, n'eus ket bet kavet roud ebet eus ar brezel-se en tu all d'ar vojenn a seblant bezañ bet kontet gant ar barzh dall. Ma'z eus bet ur seurt brezel war-dro - 1230 hervez kavadennoù ar arkeologourien (sellet ouzh Heinrich Schliemann)

==Kêrioù Sevel a reas an Akeaned kêrioù gant mogerioù tev graet gant mein ramzel (tevder = 5 m) ken e krede an Henc'hresianed e oant bet degaset gant ar Gikloped hag e reer mogerioù kikloped eus ar seurt mogerioù-se. Chom a ra div zor e kêr Vikene, an hini anavezetañ eo dor al leonezed.

Enebourien[kemmañ]

E dibenn an XIIvet kantved kent Jezuz-Krist e voe aloubet un darn eus tiriad an Akeaned gant an Dorianed. Distrujet e voe kêrioù Mikene, Argos ha Tirins.