Hektor
Hektor (Ἕκτωρ Héktôr e henc'hresianeg) a oa un haroz eus Troia, mab d'ar roue Priam ha d'e bried Hekabe.
Perzh a gemeras e Brezel Troia . Lazhet e voe gant ar gouron akean Akilles.
Taolenn |
[kemmañ] Hektor en hengoun Henc'hres
Mab ar roue Priam hag eus Hekabe, Hektor zo breur da Baris, pried Andromac'he ha tad Astianaks. Priam ne oa ket gouest d'en em gannañ ken da vare Brezel Troia abalamour d'e oad hag e reas anezhañ penn brezel an Droianed. Ar c'hardarnañ eus holl vrezelourien eus ar brezel eo, war-bouez Akilles. Faezhañ a ra kalz gouroned akean hag e lazh 24 anezhe, unan eus ar sifroù brasañ (Akilles a lazh 28 Troian).
Disklêriañ a ra an tonkad ne gouezho ket mogerioù Troia keit ha ma vo bev. Goude bezañ lazhet Patrokles, Keneil Akilles, hemañ a gemer an armoù en-dro. Stourm a reont an eil ouzh egile ur wezh kentañ goude m'en dije lazhet Akilles Polidoros. Hektor a daol e saezh ouzh Akilles, mes Athena a zistro an taol. Pa fard Akilles war an Troian ez eo kuzhet gant an doue Apollon en un nivlenn.
Daoust d'e dud aspediñ anezhañ e tistro Hektor d'an emgann, sachet gant Athena he deus kemeret neuz e vreur gwellañ karet, Deifobos. E deroù an emgann daou e c'houlenn gant Akilles doujañ d'e gelan, met nac'hañ a ra hemañ. Hektor a daol e c'houzifiad outañ met c'hwitañ a ra war e daol ha tizhet eo en ibil e skoaz gant kleze e enebour. Staget ouzh karr e drec'her ez eo stlejet e gelan etrezek ar c'hamp akean, ha goude en-dro da vez Patrokles. Hervez Virgilius e oa stlejet teir gwezh en-dro da vogerioù Troia ivez (Dont a ra ar munud-se eus Kelc'hiad Troia moarvat).
Dont a ra e dad Priam da aspediñ Akilles er c'hamp akean da gaout e gorf hag asantiñ a ra an haroz. Devet eo Hektor hag e ludu zo lakaet en ur jarl aour, gronnet gant gwiad limestra, ha beziet nepell diouzh mur Troia. Echuiñ a ra an Ilias gant ar werzenn-mañ :
Ὣς οἵ γ’ ἀμφίεπον τάφον Ἕκτορος ἱπποδάμοιο.
« Evel se e oa enoret Hektor e gezeg mat. »
Tad mat, pried mat, leun a furnez, Hektor a vez sellet outañ alies evel haroz gwirion an Ilias.
[kemmañ] Eus an oadvezh barok d'an XIXvet
Darvoudoù zo eus buhez Hektor zo bet implijet stank gant al liverien, hini kimiad Hektor hag Andromac'he peurgetket, implijet dija er c'hoariva gant Jean Racine (Andromaque), pe hini ranngalon Andromac'he[1]. A-drugarez d'e livadenn, La Douleur d'Andromaque e oa resevet Jacques-Louis David en Akademiezh .
[kemmañ] Mammennoù
- Apollodoros, Biblioteke lenn enlinenn (III, 12, 5-6), Epitome lenn enlinenn (IV, 2).
- Homeros, Ilias lenn enlinenn (passim).
- Kanoù Kiprenez lenn enlinenn
[kemmañ] Levrlennadur
- Jacqueline de Romilly, Hector, éd. de Fallois, Paris, 1997.