Hekabe

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Hekabe (Εκάβη /Hekabe e gregach) pe Hekuba (Hecuba e latin) a oa gwreg Priam, roue Troia, hervez mojennoù Hellaz kozh.

Eus Frigia e oa hervez an doare. Dymas (pe Kisseüs) e oa anv he zad, hag Eunoe hini he mamm, a oa merc'h d'an doue-stêr Sangarios, penn-stêr Frigia.

C'hoar e oa da d-Teano.

Mab Apollon[kemmañ]

Apollon a gouskas ganti hag ur mab he doe a voe anvet Troilius. Hervez ur beleg ne vije ket distrujet kêr d-Troia gant ma c'hallje Troilius mont betek e ugent vloaz. Lazhet e voe gant Akilles e-pad brezel Troja.

Hanter-kant mab all[kemmañ]

Hanter-kant mab he dije bet ivez digant ar roue Priam, hervez Homeros. An holl anezho, ha Hektor en o zouez, a voe lazhet e-pad brezel Troia, pe war-lerc'h, ma voe debret o mamm gant ar glac'har. Hi ne varvas ket, ha pell amzer e voe klasket. Gant Ulises e voe kavet e-touez bezioù he bugale , ha kemeret gantañ da sklavez.

Kent mont e lonkas ludu korf he mab Hektor, evit nad afe ket gant e enebourien, ha gwelout a reas he mab-bihan o vervel, ha hi eo a renas an obidoù. Hervez barzhed zo ivez e welas lazhañ he merc'h Poliksene war bez Akilles.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.