Kasandra

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Aias a ziframm Kasandra diouzh ar Palladion ma oa bet o klask repu, diabarzh ur gib gant tresadennoù ruz eus liver Kodros, war-dro 440-430 kent J.-K., mirdi Le Louvre

E mojennoù Hellaz, Kasandra (henc'hresianeg Κασάνδρα, Kasandra, pe Κασσάνδρα, Kassandra, Κεσάνδρα, ha Κατάνδρα[1], anvet ivez Aleksandra a-wezhioù[2]) a oa merc'h ar roue Priam hag ar rouanez Hekabe eus Troia. Apollon a roas dezhi an donezon da ziouganañ an amzer da zont abalamour d'he c'hened. En ur vojenn all e tremenas un nozvezh e templ Apollon, ha naeron an templ a lipas he diskouarn kement ha ken bihan ma oa gouest da glevet an amzer da zont adal neuze[3]. Koulskoude, p'he doa nac'het karout an doue, Apollon a strobinellas anezhi evit ma ne vefe ket kredet gant den ebet. Goude disoc'h Brezel Troia ha diskar ar geoded e oa kemeret da sklavez ha da serc'h gant Agamemnon hag e voe lazhet diwar zorn Klitemnestra war un dro gantañ.


Taolenn

[kemmañ] Mammennoù

[kemmañ] Levrlennadur

[kemmañ] Mammennoù


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

[kemmañ] Notennoù

  1. Hjalmar Frisk (1970) a skriv "etimologiezh dizispleg", hag a veneg martezeadennoù disheñvel kavet e levr Schulze, Kleine Schriften (1966), 698, Hoffmann Glotta 28, 52, Sturtevant Class. Phil. 21, 248f., J. Davreux La légende de la prophétesse Cassandre (Paris 1942) 90ff., Carnoy Les ét. class. 22, 344.
  2. E barzhoniezh Likofron, Alexandra, zo gouestlet da Gasandra.
  3. Dont a ra an dodenn-se en-dro e mitologiezh Henc'hres, daoust ma tegas a-wezhioù ar varregezh da gompren yezhoù al loened kentoc'h evit gwelet an amzer da zont. Keñveriañ gant Melampos; Athena he dije gwalc'het divskouarn Tiresias
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all