Nimfezed
An nimfezed eo an anv hollek a rae tud Hellaz kozh ouzh doueezed an natur, ar mor, an dour, ar c'hoadoù, ar menezioù, ar saonennoù, ar reier, ar c'hevioù. Merc'hed yaouank eus ar re gaerañ e oant, atav noazh pe hanter diwisk, merc'hed da Zeus pe da Ouranos (an Oabl) anezho.
Ganet e oant eus an andonioù a deue eus ar glav skuilhet gant mestr an doueed.
Stag int pe ouzh ul lec'h, pe ouzh un doue bennak (Dionysos, Hermes, Pan) ha pa vo ouzh un doueez e vo kentoc'h ouzh Artemis. Alies e vez satired war o lerc'h.
Alies ivez e vez meneget dimeziñ un nimfenn ha hini ur penn-lignez bennak en deus roet e anv d'ur bobl.
Taolenn |
Perzhioù an nimfezed [kemmañ]
Hervez tud Hellaz kozh o devoa galloud da strujusaat dre veskañ an aer hag an dour hag ar c'hoadoù. Madelezhus e oant ouzh an natur, hag ouzh an dud ivez. Gwareziñ a raent an dud yaouank ac'h ae da gouronkañ da feunteunioù zo, da vezañ glanaet evit genel bugale.
Perzhioù all o doa c'hoazh:
- diouganerezed e oant, lavarout a raent d'an dud klañv pe da vat pe da fall e troje o chleñved
- gouest e oant da reiñ, d'an dud a eve dour sakr o eien, c'hoant d'ober traoù kaer ha soñjoù uhel.
- pareañ a raent kleñvedoù zo gant an dour-se ivez.
Familhoù [kemmañ]
Niverus e oant, ha renket e vezont e meur a rumm:
- an Nereidezed, a oa er mor
- an Naiadezed a oa er stêrioù
- an Driadezed a oa en dervennegi
- an Alseidezed er brouskoadoù
- an Oreadezed er menezioù
- an Hamadriadezed er c'hoadoù
- an Napeezed er saonennoù
- ar Meliadezed er gwez-onn
Mojennoù [kemmañ]
Er mojennoù en o gweler o karout doueed pe tud, o c'henel harozed, hanter doueed, gourdadoù an dud. Boudiged an Henamzer int.
Livadurioù [kemmañ]
-
Nimfezed gant ur satir , livet gant Nicolas Poussin.
-
Nimfenn o kousket ha bugul o sellet, gant Angelica Kauffman,1780. V&A Museum no. 23-1886
-
Nimfenned, gant Carl Spitzweg
-
Nimfenned, gant Francesco Hayez
-
Nimfenned o selaou Orfeüs, gant Charles François Jalabert