Maia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Bodadeg doueed (munud) : Hermes hag e vamm Maia, amforenn attek gant dremmoù ruz, war-dro 500 kent JK, Staatliche Antikensammlungen (Inv. 2304)

Maia (henc'hresianeg: Μαῖα / Maĩa) a oa merc'h da Atlas ha Pleione, hag unan eus ar Pleiadezed. Mamm Hermes eo ivez.

Gant Hermes e vo fiziet enni Arkas, mab da Zeus ha d'an nimfenn Kallisto, dezhi d'he sevel e kuzh ouzh e wreg Hera.

Miz Mae[kemmañ]

Mesket e vije bet hec'h anv ha hini un doueez all gant ar Romaned, ha gant ar soñj d'hec'h enoriñ eo bet anvet miz Mae.