Pleiadezed (merc'hed Pleione)

Eus Wikipedia
Merope a zilez ar Pleiadezed, gant William-Adolphe Bouguereau (1884).
Ar Pleiadezed, livet gant Elihu Vedder (1885)

Seizh plac'h eo ar Pleiadezed (Πλειάδες, e gregach), seizh merc'h Atlas, an Titan, ha Pleione, an Okeanidenn. C'hoarezed d'an Hyadezed eo ar seizh Pleiadenn.

Sede piv e oant:

Peurvuiañ e vezent embaret gant doueed, hag o deveze ganet tiegezhioù roueel, evel re Troia ha Sparta. Kompagnunezed e oant d'an doueez Artemis, ha gwerc'hezed evelti.

E-kerzh ur bourmenadenn e voe hoalet Orion gant o c'hened, ken e voe war o lerc'h seizh vloaz pad. Ma rankas Zeus o zreiñ en koulmed evit o saveteiñ. Pa varvas an holl e voent lakaet en oabl hag int eo ar Pleiadezed (ar stered a vez graet ar "Yar hag he Foñsined" anezhe e brezhoneg).

Skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]