Arkas

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
At-work.jpg Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn.


Arkas ( ̔Αρκάς e gregach) eo anv mab Zeus ha Kallisto, hag ar roue a roas e anv da Arkadia. Seblantout a ra an anv-se bezañ kar d'an anv arktos, a zo "arzh" e brezhoneg.

[kemmañ] E vamm Kallisto

Kallisto a oa nimfenn e lez Artemis hag an doueez ne c'houzañve nemet gwerc'hezed en-dro dezhi. Un deiz e oa bet gwallet Kallisto gant Zeus, ha setu hi dougerez. Ha konnar en doueez a droas Kallisto en arzhez e-kerzh un abadenn chase ma oa-hi gant he mab Arkas. Pa welas ar paotr an arzhez e tennas ur saezh war al loen, pa ne ouie ket e oa e vamm. Artemis an hini a oa oc'h ambroug e saezh. Zeus avat en doa klevet meneg eus dial Artemis ha sevel a reas Kallisto d'an oabl ma teuas-hi da vout Ursa Major (pe ar C'hastell-karr kamm).

[kemmañ] Doareoù dislavarus

Evel alies ez eus dislavar etre doareoù disheñvel ar vojenn.

Pa voe lazhet e vamm gant saezh Artemis e voe kemeret Arkas :

  1. gant Hermes, kaset gant Zeus, ha fiziet goude e Maia da vagañ. Neuze ez a Arkas, deuet d'e oad, da Arkadia ma ro da c'houzout piv eo d'e dad-kozh Lykaon, ha lakaet eo gantañ da gemer perzh er galloud *. Deskiñ a reas da dud Arkadia hadañ gwinizh, ober bara, gwiadiñ, nezañ gloan, traoù desket gantañ e-ser Triptolemos. Pa varvas e dad-kozh e chomas e-unan da roue.
  2. gant Lykaon. Hervez oberourien zo, evel Higinius, e oa mab da Lykaon e gwirionez, Lazhet e voe Arkas gant Lykaon goude-se, ha roet gantañ da zebriñ da Zeus, evit amprouiñ e c'halloud doueel a-hervez. Gant ar gonnar e tanfoeltras an doue ti ar roue hag e lazhas e vibien gant tan ha kurun a-raok treiñ ar roue en bleiz. Neuze e roas buhez en-dro da Arkas evit e lakaat da roue. Diwezhatoc'h, war dismantroù ti Lykaon, e savas Arkas kêr Trapezunte.

Hervez Ovidius ne varvas ket Kallisto dre ma voe lazhet gant Artemis, hogen peogwir e voe troet en arzhez hepken.

Dimeziñ a reas Arkas da C'hrisopelia, ha daou vab o doe: Elatos hag Afidas. Goude e varv e voe lakaet en oabl gant e dad, evel Ursa Minor (ar c'harr-kamm bihan), nepell diouzh e vamm, troet en Ursa Major.

Hervez Pausanias e renas Arkas goude Níctimo, mab d'ar roue difeiz Licaón, en Arkadia, hag e roas e anv d'ar vro a veze anvet Pelasgia betek neuze. Eñ an hini a zeskas d'ar vroidi ober bara ha gwiadiñ.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all