Triptolemos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Triptolemos ( Τριπτόλεμος / Triptólemos e gregach)a oa

Plijout a rae dan doueez Demeter , rak e ti e dad he devoa bet bod pa dec'has eus an Olimp war-lerc'h skrapadenn he merc'h Kore. Dre anaoudegezh vat e felle dezhi reiñ an divarvelezh da z-Demofon, breur yaouank Triptolemos, nemet e vamm, Metanira, a oa kouezhet warne pa oa o c'hoari gant he zroioù hud, ha ken souezhet e voe an doueez ma laoskas ar bugel da gouezhañ en tan.

Neuze e klaskas Demeter ober war-dro Triptolemos: deskiñ a eure dezhañ al labour-douar, profañ dezhañ ur c'harr gant erevent da sachañ, ma veze Triptolemos o hadañ gantañ dre an douar.