Odin

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Odin o varc'hekaat Sleipnir. Dornskrid eus Island, XVIIIvet kantved

Odin (hag ivez Óðinn Odhin, Wotan, Woden, Wodan, Jolnir, Istwô) eo anv doue ar vrezelourien e mojennoù Skandinavia. Lidet e vez d'an 21 a viz Kerzu (gouel Jul). Unan eus tudennoù pennañ Der Ring des Nibelungen (opera savet gant Richard Wagner) eo, dindan an anv Wotan. Roud e anv a gaver er gerioù Wednesday e saozneg, woensdag e nederlandeg, onsdag e daneg, norvegeg hag e svedeg.

Perzhioù[kemmañ]

Odin (Óðinn, Odhinn e norseg, Jolnir, Wotan, Wodan pe uuodan er yezhoù germanek) a vez gwelet evel roue an doueed. Degemer a ra eneoù hanter ar vrezelourien marvet war an tachennoù emgann, an hanter all o vezañ degemeret gant Freya. E-pad an deiz e vez ar vrezelourien oc'h en em gannañ kenetrezo a-benn bezañ prest pa vo devezh Ragnarök, diouzh noz e vezont pedet da vanvez Odin. Doue ar furnez hag an awen (war dachenn ar varzhoniezh) eo ivez. Ur brezelour eo, doue an trec'h, ar gwidre hag ar fulor eo ivez. Un doue fur, kalonek ha brokus eo, met rust ha trubard ivez. Aon o devez an doueed all razañ.

Hervez kont en dije mil lesanv. En o zouez :

  • Alfadir (tad pep tra),
  • Bolverk (an hini a zegas ar gwalleur),
  • Har (an hini uhel-tre),
  • Harbard (barv gris),
  • Jafnhar (ken uhel all),
  • Thidi (an trede hini),
  • Vegtam (an hini a anavez ar gwenojennoù),
  • Bruno, Brunon, (skoed, hobregon).

Arouezioù[kemmañ]

Odin a vez skeudennet evel un den kozh, barvek ha born. Pourmen a ra war ur marc'h eizh pav dezhañ, anvet Sleipnir. Ur goaf en deus ivez, anvet eo Gungnir.
Pa vez en e balez, anvet Valhöll, e vez gant div vran, Hugin (ar soñjoù) ha Munin (an eñvor), hag a gont dezhañ ar pezh o deus gwelet en nav bed. Geri ha Freki eo anv an daou vleiz a vez e-harz e dreid. Pa vez ouzh e dron, hag a zo anvet Hlidskjalf, e c'hall gwelout kement tra a zo en nav bed. Gantañ edo ar walenn anvet Draupnir. Ur walenn a lieskemente dre nav gwech bep nav devezh eo, met lakaet en deus anezhi war keuneudeg e vab Baldur (hag a roas anezhi da Hermodr diwezhatoc'h).

Odin gant Johannes Gehrts, 1901

Mojennoù tro-dro da Odin[kemmañ]

Odin hag e vreudeur (Ve ha Vili) a lazhas Ymir, ar ramz pennañ. Gant ar pezh a chome eus e gorf e savjont Midgard, bed mab-den. Gant ar buzhug a oa e korf ar ramz e savjont ar gorred. Goude-se e rojont buhez d'ur brank onn ha d'ur brank evlec'h, hag evel-se e voe krouet an dud kentañ. Goude-se e chomas Odin stag ouzh Yggdrasil e-pad nav nozvezh, hep evañ takenn ha hep debriñ tamm ebet. Ouzhpenn e oa treuzet e gorf gant ar goaf anvet Gungnir, rak fellout a rae dezhañ anavezout kevrin ar runoù. Ul lagad a laoskas e feunteun Mimir, hag en eskemm e resevas ar furnez. Ar varzhoniezh a laeras digant ar ramz Suttung, hag e roas anezhi d'an doueed ha da vab-den. Hervez Voluspa e vo debret Odin gant ar bleiz Fenrir, mab Loki, da zevezh Ragnarök.

Familh Odin[kemmañ]

Mab ar ramzed anvet Bor ha Besla eo Odin. Tad Thor, Baldr, Hermód, Ali/Vali, Vidar, Saga eo ivez. Peder gwreg en deus bet : Frigg, Jord, Grid ha Rind.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Morzhol Thor Doueed ha doueezed mojennoù Skandinavia Morzhol Thor
Odin | Thor | Baldr | Niord | Freyr | Loki | Heimdall | Týr | Frigg |Sif | Nanna | Nethus | Freya | Idunn