Ac'heron

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An Ac'heron en Epiros.
An Ac'heron en Epiros.



An Ac'heron (Αχέρων / Akhérôn e gregach ) zo war un dro ur stêr eus Epiros en Hellaz, hag unan eus stêrioù an Ifernioù hervez mojennoù Hellaz kozh.

Taolenn

[kemmañ] An douaroniezh

Emañ ar stêr o redek en Epiros, e gwalarn Hellaz, damdost da gêr Parga, hag er vro a zo dirak enez Korfou. En em deurel a ra el lenn Acherusia.

Div adstêr zo d'an Ac'heron-se: ar Piriflegetontes hag ar stêr Kokitos.


[kemmañ] Ar vojenn

C'haron o treizhañ Ac'heron an Ifernioù.

Mab eo da Helios, an Heol, ha Gaia , an Douar. Dimezet eo d'an nimfenn Orfne, ha tad eo da Askalafos. Taolet e voe gant Zeus en Ifernioù dre an abeg ma en doa roet e zour d'evañ d'an Ditaned emsavet enep an doueed.

C'haron eo anv an treizher a vez gant e vag o roeñvat war an Ac'heron etre ar melloù kerreg ruilhet-diruilhet gant an doue-stêr.

[kemmañ] Geriadur

Akeron eo an anv e geriadur brezhonek-gallek Roparz Hemon.

[kemmañ] Pennadoù kar all


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all