Korfou
Eus Wikipedia
| Fichenn-deskrivañ | |
|---|---|
| Rannved : | Inizi Ionian |
| Rannvro : | Inizi Ionian |
| Pennlec'h : | Korfou (kêr) |
| Gorread : | 641 km² |
| Niver a dud : | 105 043 (1991) |
| Feur-tudañ : | 163.87/km² |
| Menez uhelañ : | Pantokrator (914 m) |
| ISO 3166-2 : | GR-22 |
| Karrvarilhañ : | KY, Kerkyra |
| Niver a gumunioù : | 13 |
| Kumunioù dizalc'h : | 3 |
| Kod post | 49x xx |
| Anv annezidi : | Korfioted |
| Berradur HASC : | CF |
| Kartenn | |
![]() |
|
| Skeudenn satellit | |
Korfou zo un enezenn eus ar Mor Ionian, e Bro-Hellaz, e gwalarn ar vro, tost da Albania. E gresianeg a hiziv eo Κέρκυρα, (Kérkyra, a-wechoù Kérkira). Gwechall e veze graet Corcyre anezhi.
Taolenn |
Orin an anv [kemmañ]
- Kérkira eo anv gresianek Korfou. Dont a rafe
- eus anv an nimfenn Kérkira pe Kórkira,
- eus ar ger "kerkos" (dorn) abalamour da stumm an enez.
- Graet e veze "Drepanon" pe "Drepani" (falz) anezhi ivez.
- Dont a rafe an anv Korfou eus an anv italianek, a deufe eus distummadur ar ger gresianek Korifai (kernioù).
Mojennoù [kemmañ]
Orin [kemmañ]
Dont a ra an anv Korfou eus anv Kérkira, un nimfenn. Poseidon a oa pitilh ganti hag en devoa he degaset d'an enez. Ur mab o devoe, Pheakas e anv.
Beajoù Ulises [kemmañ]
E Korfou e oa bet chomadenn diwezhañ Ulises kent dezhañ distreiñ da Itaka. Aet e vije lestr Ulises a-gostez war ar roc'h e beg Kanoni, war enezennig Pondikonissi, er c'hreisteiz da gêr Korfou. Tud an enez a veze graet ar Pheakianed anezho (diwar anv Pheakas), a vije deuet d'e saveteiñ, ha degemeret e voe neuze gant Nausikaa, merc'h d'ar roue Alcinos.
Douaroniezh [kemmañ]
Gwreg war un azen e Korfou
