Stiks
Stiks a oa un nimfenn, merc'h da Okean ha Tetis e mojennoù Hellaz kozh. Anv ur stêr eus an Ifernioù e oa ivez.
Taolenn |
Stiks, nimfenn[kemmañ]
Orgediñ outi a reas an Titan Pallas, mab da Grios. Gantañ he doe pevar bugel: Zelos (an Treflamm), Kratos (ar Galloud), Bia (an Nerzh) ha Nike (an Trec'h).
Ar vojenn[kemmañ]
D'ar mare ma rankas Zeus brezeliañ ouzh an Ditaned e tegouezhas da gentañ, gant he bugale, da skoazellañ mestr an doueed. Evit he zrugarekaat e reas anezhi liamm sakr promesaoù an doueed : ne oa ket gwashoc'h kastiz eget an hini roet d'an dud a dorre o fromesa pa veze touet en hec'h anv. Leoù Zeus e-unan n'hallent ket bout torret.
Ar stêr[kemmañ]
Mestrez ur feunteun en Arkadia e oa ivez. Redek a rae an dour anezhi d'ober ur wazh a yae en ur frailh a gase d'an Ifernioù, hag eno e teue da vezañ ur stêr ledan, stêr veur an Ifernioù, ar Stiks.
Evit ma vije trec'h an haroz Akilles en emgann atav e voe glebiet gant e vamm Tetis e dour ar stêr Stiks. Nemet derc'hel ar babig dre e seul a rae ar vamm, ha dre aze eo e voe lazhet.
Abalamour da se eo ar Stiks stêr an dud varv ivez.