Krios

Eus Wikipedia

Krios (Κρίος /Kríos e henc'hresianeg), a oa un Titan, mab da Ouranos (an Oabl) ha Gaia (an Douar). Hervez Hesiodos e oa dimezet d'e hanterc'hoar Eurybia, merc'h da C'haia ha Pontos (an dour-mor). Tad eo da Astraios, Pallas ha Perses. Paosanias ar Beajour a ro anv Python evel ur mab all dezhañ.

Gant an Ditaned all e voe distroadet gant Zeus.

Brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur brezel dek vloaz a voe etre an Ditaned ha doueed an Olympos, Zeus e penn arme an doueed, skoazellet gant Kikloped hag Hekatonc'hired. Pa voe echu ar brezel ha trec'h an Doueed olimpek, e voe taolet an holl Ditaned d'an Tartaros, hag eno e vezent diwallet gant an Hekatonc'hired, bugale all da Ouranos, kant dorn dezho.