Orfeüs

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Orfeüs o toñvaat al loened gouez, marelladur roman.
Nimfezed o kavout penn Orfeüs, livadur gant John William Waterhouse (1900).
Penn Orfeüs, livadur gant Gustave Moreau (1865)

Orfeüs (Ὀρφεύς e gregach) a oa ur soner ha kaner eus ar re wellañ hervez mojennoù Hellaz kozh, hag un den a-bouez en istor relijion ar vro. Dont a ra an haroz eus mojennoù Trakia, ur vro amezek da Hellaz. Eno e oa "kevrinoù orfek", lidoù relijiel ha n'anaver ket, a vo diazez ar relijion orfek, pe orfeouriezh.

Anavet e oa gant tud an Henamzer evel un den eus Trakia, eus kornad Pieria (an arvor en hanternoz d'ar menez Olimp, ur soner hud, hag ur beleg da z-Dionizos. Darn a gred e oa gantañ e oa bet krouet al lidoù dionizek.

Adalek ar VI-vet kantved kent JK e veze gwelet Orfeüs evel ar gwellañ barzh ha soner eus an Henamzer, krouer al lirenn. Gant e sonerezh e c'halle hoalañ loened ferv, lakaat gwez ha kerreg da zañsal, hag ar stêrioù da chom a sav. Kontet eo da vezañ unan eus kaserien ar sevenadur ha da vezañ kelennet d'an dud ar skrivañ, ar medisinerezh hag al labour-douar.

Hudour[kemmañ]

Un diouganer e oa Orfeüs, tost d'ar vuhez relijiel, hag a rae war-dro an arzoù hud, liderezh un nebeud doueed evel hini Apollon pe Dionisos; aozañ a reas lidoù hud, e-kuzh hag a-wel, lidoù deskiñ hag emc'hlanaat.

Orfeüs, eme George Grote, a zo meulet gant Pindaros evel telennour ha kenseurt an Argonaoted, harozed al lestr Argo.

Meur a c'herdarzh zo bet kinniget d'e anv. Gwelout a c'haller ar verb ragindezeuropean (savet war varteze) *orbhao-, "bezañ en diouer", savet diwar *orbh-, "rannañ, dispartiañ". Darn a wel ar wrizienn c'hresianek orphe, "teñvalijenn", pe orphanos, "emzivad". Tost e vije an anv d'ar ger goao, "hirvoudiñ, kanañ en-gouez, teurel ur sort", oc'h unaniñ personelezhioù disheñvel, evel serc'heg, soner, beleg en ur ger nemetken.


E lignez[kemmañ]

Hervez ar mojennoù brudetañ e oa mab da Oeagrus, roue Trakia, un anv a veze roet en amzerioù ragistorel d'un dachenn ec'hon-mat, adal ar Menez Olympos betek an Hellespont, hag hervez an testennoù "orfeek" (Argonautica) e oa ganet Orfeüs er Menez Helikon e Livithra (Pieria), hag e oa mab ivez da g-Kalliope, Muzenn ar varzhoniezh veurganek.

Hervez mojennoù arall e oa mab da Apollon ha Kalliope. Deskiñ seniñ a reas gant Linus pe Apollon, a roas dezhañ e lirenn, bet graet gant Hermes e krogenn ur vaot.

Ar veaj gant an Argonaoted[kemmañ]

Goude ma oa Orfeüs eus Trakia ez eas war vor gant an Argonaoted. An den-marc'h C'hiron an hini en devoa kemennet da Jason ne oa nemet gant skoazell Orfeüs e c'halljent merdeiñ dizamant dirak ar morverc'hed.

Bevañ a rae ar morverc'hed-se e teir enezennig roc'hellek a veze graet Sirenum scopuli anezho, ha seniñ a raent kanaouennoù biskoazh kaeroc'h a sache martoloded hag o listri war ar c'herreg. War-lerc'h ar peñse e veze drailhet korfoù ar voraerien gant ar morverc'hed-se.

Met pa glevas Orfeüs ar morverc'hed e krogas en e lourenn hag e sonas kaeroc'h egeto, ma ne veze ket klevet o c'han gant martoloded an Argos.

Marv Euridike[kemmañ]

Ar vojenn brudetañ gantañ avat eo hini e wreg Euridike (gwreg Orfeüs) Euridike (anavezet ivez evel Agriope). P'edo-hi o tec'hel rak Aristaeus, mab Apollon, e voe flemmet gant un naer, hag e varvas.

Debret e oa Orfeüs gant ar glac'har, seniñ a rae sonioù ken trist ha tonioù ken kañvaouüs ma lakae betek an nimfezed hag an doueed da leñvañ. Diskenn a eure Orfeüs d'ar bed izelañ ha gant son e delenn e teneraas kalonoù Hades ha Persefone (biskoazh den ne reas kemend-all), ken na voe aotreeet e wreg Euridike gante da zistreiñ war an douar.

Met kement-se a voe aotreet gant ma prometje Orfeüs kerzhout dirak e wreg, hep sellout war e giz gwech ebet, ken na vijent erru er bed war-c'horre. Siwazh, ankeniet evel ma oa, ne zalc'has ket Orfeüs d'e c'her, ha mont a reas Euridike diwar-wel da viken.

Ar vojenn-se zo eus amzer Vergilius, an hini kentañ a veneg anv Aristaeus. Skrivagnerien all koulskoude a gont gweladenn Orfeüs er bed dindan; hervez Platon ne reas doueedan ifern nemet kinnig ur weledigezh eus Euridike dezhañ. Ovidius a skriv n'eo ket tec'hel dirak Aristaeus a zo kaoz da varv Euridike met dañsal gant an Naiadezed da zeiz hec'h eured .

Istor Euridike eta ne vije nemet ur vojenn diwezhat, ouzhpennet ouzh mojennoù Orfeüs.

War-lerc'h marv e wreg e touas Orfeüs ne zarempredfe plac'h ebet ken, ha ne gemeras nemet paotred yaouank evel eromenoi. Brud en deus ivez da vezañ degaset ar vugelgarouriezh da Drakia gozh, o kelenn d'ar wazed "karout ar re yaouank e bleuñv o yaouankiz".

Marv Orfeüs[kemmañ]

Marv Ofeüs, treset gant Albrecht Dürer, 1494 (Kunsthalle, Hamburg)


Orfeus abaoe ar Grennamzer[kemmañ]

Menegoù[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.