Hieronymus Bosch

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Emboltred

Jheronimus van Aken, pe Jheronimus Bosch (Jeroen Bosch e nederlandeg, Jérôme Bosch e galleg) a zo ul livour izelvroat, a orin alaman, ganet e 1453, ha marvet e 1516, e 's-Hertogenbosch, hag alese e teu e lesanv.


E vuhez[kemmañ]

Ur rann eus an daolenn Dougen ar groaz
Bosch-signature.svg

Ganet e oa war-dro 1450 e 's-Hertogenbosch, met e dud a oa tud paourik , a orin eus Aachen, en Alamagn, sede perak e oa anvet van Aken, eus Aachen. Diazezet e oa ar familh er vro abaoe daou gantved.

Liverien e oa bet e dad-kozh Jan van Aken hag e dad Anthonis van Aken.

E 1480 e timezas gant ur plac'h pinvidik eus an noblañs. Monet a reas da ezel da vreuriezh an Iron Vari, urn aozadur relijiel gouestlet dar Werc'hez, a zeuas da vout he livour ofisiel.

E vuhez e 's-Hertogenbosch a oa sioul ken e oa, etre e wreg, e labour hag e vreuriezh. Koulskoude e kreskas e vrud tamm-ha-tamm, betek e-maez ar vro.

Lenn a rae kalz a levrioù relijion ha levezonet e oa gant an alan a zisivouderezh hag a gevrinegezh a oa o ren, ma kavas un awen nevez a reas dezhañ dilezel e zoare kozh da livañ evit treiñ war-du oberennoù ma weler relijion o talañ ouzh ar pec'hed hag an daonidigezh.

Ifern ha baradoz a weler mesk ha mesk, flemmerezh ha buhezouriezh. dalc'het eo e spered gant an denelezh erru brein ha kondaonet d'an tan peurbadel (teirzaolenn ar C'harrad Foenn war-dro 1500, mirdi ar Prado, Madrid) dre m'he deus troet kein ouzh lezenn Doue. Sorc'henn ar pec'hed a weler splann er Seizh pec'hed Pennañ (1475-80, mirdi ar Prado, Madrid), Nev ar re foll (1490-1500, mirdi al Louvre, e Pariz), teirzaolenn Liorzh ar Plijadurezhioù, war-dro 1503-04 ( Prado, Madrid), alegorienn vraouac'hus ha pinvidik, tud ha loened hiron, enne daveennoù d'an alkimiezh a-leizh.

Mervel a eure Bosch e 1516.

E penn-kentañ ar XVIvet kantved e veajas Bosch da Venezia, ha neuze en doe muioc'h a ijin : muioc'h a blas hag a weledvaoù e oberennoù evel Sant Yann e Pathmos (1504-05, Berlin, Gemäldegalerie), Sant Jerom o pediñ (v. 1505, Gand, Mirdi an Arzoù-kaer) pe c'hoazh Temptadur sant Anton (1510, Madrid, mirdi ar Prado). En oberennoù-se e tiskouez ez eo buhez ar sent an doare netemañ da vezañ saveteet.

E-tro 1510 e kemmas e arz, evel ma weler en taolennoù ma savas hanter-dudennoù en dalbenn gentañ (Ar C'hurunadur spern, 1510, Madrid Escorial).

En e oberennoù e kaver ivez tudennoù a denn da flemmskeudennoù tennet eus levrioù loened ar Grennamzer. Bosch a ijinas ur stil a voe adimplijet gant arzourien all evel Pieter Bruegel gozh, ha priziet-tre e voe e oberennoù gant an dreistrealourien en XXvet kantved.

Un tamm eus An Ifern (e Liorzh ar Plijadurezhioù

Dielfennet eo bet e oberenn hag e arz gant Wilhelm Fraenger, istorour an arz.

oberennoù pennañ[kemmañ]

Ar Mab foraner, Rotterdam

Oberennoù yaouankiz[kemmañ]

Gwelout ivez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Liammoù diavaez[kemmañ]