Alkimiezh
Eus Wikipedia
Labourva an alkimiour gant Jan van der Straet - (1551)
An alkimiezh zo ur skiant, pe gentoc'h un diskibliezh, eus ar Grennamzer, hag a oa brudet da glask treuzfurmiñ ar metaloù gant maen ar furien. Unan eus palioù meur an alkimiezh eo an Ober Meur, da lavarout eo aozadur Maen ar furien a roio tro da dreuzfurmiñ ar metaloù « vil », evel ar plom, en metaloù « nobl », evel an arc'hant hag an aour.