Hans Vredeman de Vries

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Poltred Hans Vredeman de Vries, unan eus ar re gentañ a implijas an diarsell linennek en Izelvroioù

Hans Vredeman de Vries pe Jan de Vriese, pe c'hoazh Friedman de Frise, (1527 e Leeuwarden e Friz - 1606 pe marteze diwezhatoc'h e Antwerpen) a oa ul livour hag ur savour izelvroat eus mare an Azginivelezh. A bouez bras e voe e berzh evel savour dre ma'z implijas kalz an diarsell linennek, diwar teknikoù mentoniezh Italia. An teknik-se a voe skignet gantañ ivez.

E vuhez[kemmañ]

Diwar un akta noter deiziet d'an 29 a viz Here 1560 e ouezer e oa 34 bloaz Hans Vredeman de Vries e bloaz-se. Mab da («Diericx») de Vries e oa. E dad a oa artilher e servij stathouder Friz, ar baron Jörg Schenck Tautenburg. E vreur, Sebastian Vredeman de Vries e anv, a oa ograour ha sonazour e Mechelen.

Vredeman a zeskas ar vicher e stal al livour ha livour gwer Reiner Gerrits e Amsterdam, ha goude-se e studias e Kampen (1546-47) gant Ernst Mæler. Azalek 1548 e kemeras perzh e sevel ar volz a enor a oa da vezañ savet da enoriñ Karl V hag e vab Felipe II. Ar chanter a voe aozet en Antwerpen dindan renerezh Pieter Coecke van Ælst. Soñjal a reer e voe dizoloet Vitruvius gant Vredeman de Vries dre zaremprediñ Coecke van Ælst, hag a droas De architectura e flandrezeg. Pleustradoù savouriezh Sebastiano Serlio a studias, ha dre en ober e teskas an diarsell kreiz. Ken dedennet e voe gant an teknik-se ken e teuas da vezañ arbennigour an teknik-se en Izelvroioù. E Mechelen edo o labourat azalek 1552-1553, hag eno e teuas da vezañ brudet evel mestr an diarsell, ha meur a ginkladur c'hoariva a savas. E 1561 e timezas gant Johanna, hag a oa c'hoar al livour Gilles van Muysene. Asambles o doa labouret an daou zen war ginkladur ul lidkerzh bloaziek.

Labourva an alkimiour, e-tro 1595

En em staliañ a reas en Antwerpen e 1565, goude marv e wreg. Eno e voe anvet da savour-kêr (hiziv an deiz e vefe lavaret kêraozour). Goude diskar Antwerpen gant an arme spagnol (1575) e kemeras perzh e adsevel ar mogerioù-kreñv. En Antwerpen e chomas pa voe tapet ar gêr gant Alessandro Farnese hag a oa dug Parma. En nevez-amzer 1586 e kuitaas Antwerpen gant e eil gwreg Sara van der Elsmer hec'h anv, hag o mab Paul hag ez ejont da Frankfurt-am-Main. Eno e voe tutaet evel ijinour gant Julius Brunswick-Lüneburg e Wolfenbüttel ha goulennet e voe digantañ sevel ur ganol eus ar stêr Elbe betek ar stêr Weser. Une nebeud brastresoù a voe savet, klasket e voe peadra da baeañ ar raktres, met mervel a reas an dug e 1589, hag e warlerc'hiad a zilezas ar raktres.

Goude-se e veajas Vredeman de Vries e Hamburg, Gdańsk ha Praha, eno ec'h aozas diskouezva an taolennoù. E 1598 e tistroas da Hamburg. E 1600 e voe galvet da vont da Amsterdam, hag eno e voe lakaet da vourc'hiz. E 1604 e voe anvet da gelenner savouriezh e skol-veur Leiden.

Ne ouezer ket pe zeiz e varvas Vredeman de Vries. An dra nemetañ a ouezer eo e voe graet anv eus e hêrezh en ul lizher skrivet e miz Eost 1609 e Hamburg gant e vab, Paul Vredeman de Vries e anv.

Hans Vredeman de Vries a levezonas al livour Izaak van den Blocke.

Oberennoù[kemmañ]

Tresadenn ul liorzh gant Hans Vredeman de Vries, Hortorum (1583)
  • Dorika ha Ionika ha Korintia ha Komposita (1565)
  • Toskana (1578)
  • La joyeuse et magnifique entrée de Monseigneur Françoys fils de France... en sa très-renommée ville d’Anvers (1582), Antwerpen, ti-moullañ Christophe Plantin.
  • Hortorum viridariorumque... formæ (1583)
  • Perspectiva (1604)
  • Architectura oder Bauung der Antiquen aufs dem Vitruvius, wellches sein funff Collummen orden, daer auss mann alle Landts gebreuch vonn Bauuen zu accomodiere dienstlich fur alle Baumaystren ... (1577, adembannet e 1581, 1597 hag e 1606) - Antorff, ti-moullañ de Jode.

Levrlennadur[kemmañ]

  • Heiner Borggrefe, « Hans Vredeman de Vries (1526-1609) » (2002) in Vredeman de Vries und die Renaissance im Norden, Hirmer Verlag
  • Petra S. - « Die Architectura von Hans Vredeman de Vries » (2002), Zimmermann: Kunstwissenschaftliche Bibliothek (vol.99), Deutscher Kunstverlag

Liamm diavaez[kemmañ]